Bandenn ar Pevar

Eus Wikipedia
Bandenn ar Pevar e-kerzh o frosez

Bandenn ar Pevar (Sinaeg eeunaet: 四人帮; Sinaeg hengounel: 四人幫; Pinyin: Sì rén bāng) eo an anv roet d'ur bodadig tud eus pennoù Strollad Komunourien Sina e Republik Poblel Sina, renet gant maouez Mao, Jiang Qing, a voe harzet ha distroadet e 1976, war-lerc'h marv Mao Zedong, hag a voe tamallet dezhe darvoudoù Dispac'h Sevenadurel.

Un anv disprizius, goveliet gant o enebourien, eo da gentañ penn met implijet e vez pa studier istor Republik Pobl Sina.