Kaozeal:Tŷ Newydd
Neuz
Ha perak lemel ur frazenn e kuzh? http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=T%C5%B7_Newydd&diff=1344308&oldid=1279351 Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Her 2012 da 10:29 (UTC)
- E kuzh? Degasomp da soñj n'eus koulz lavaret nemedon a veneg en "diverrañ" ar pezh a ra, daoust ma'z eo ur redi hervez ar reolennoù. Ur soñj pe un evezhiadenn e oa kentoc'h eget danvez holloueziadurel («N'eus netra heñvel e Breizh». Na pet tra heñvel a vefe da lakaat dre holl a-hend-all)? Gwashoc'h a oa evelkent da'm soñj: reizhet ganin ar fed ma veze lakaet al lennerien da grediñ ne veze stummet eno nemet "danvez skrivagnerien gembraek" daoust d'ar pezh a oa meneget en doareoù kembraek ha saoznek adalek an deroù [1] (yn Gymraeg a Saesneg a dalvez "e kembraeg ha saozneg").--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Her 2012 da 12:04 (UTC)
... ha hep kaozeal a-raok? N'eus redi ebet er wikipedia, nemet ar c'henemglev. Ha pell emañ aze. A-hend-all, peogwir eo ret adlavarout, n'eus reolenn ebet a-enep ar reizhañ pa gaver fazi, nag a-enep ar c'hilhog a blijfe dezhañ kanañ seul wech ma kav tra pe dra da reizhañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Her 2012 da 12:09 (UTC)