Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Star Wars

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Treiñ "Star"

Ur gudenn zo war a seblant evit reiñ troidigezh titl ar film Star Wars. Evel-just emañ ar ger star en unander, met ur ster drol e rofe d'a ntitl e brezhoneg : brezelioù ar steredenn (pe hini?). E saozneg e c'hell talvezhout "Star" ar stered dre vras (da lâret eo ar spas, an egor hag all). "Starship" (egorlestr) n'eo ket lestr ur steredenn hepken. "Star Trek" zo kantren e-touez ar stered dre vras, daoust d'ar ger star bezañ en unander. Poellekoc'h e vefe d'am meno treiñ Star Wars "Brezelioù ar stered." Ed 18 Kzu 2009 da 17:36 (UTC)[respont]

Me eo en deus adtroet an anv az poa cheñchet, n'em boa ket gwelet an traoù eus an doare-se. Soñjet em boa er penn-kentañ (pa m'eus merzhet e oa ur fazi gant an droidigezh galleg) e talveze "Star" evit "Death Star", dre ma gemer perzh en un doare kendalc'hus en drilojienn orin. Poellekoc'h e seblant bezañ da zermenadenn, laoskomp evel-se neuze ha digarez da vezañ bet direnket ar pennad o vezañ sur e oa dre ret "Star" ur gêr unander.--Belvar 18 Kzu 2009 da 18:46 (UTC)[respont]
Star wars evel bookshops: meur a steredenn ha meur a levr. Gwelout en:boy band, troet (!) e galleg fr:boys band ! Bianchi-Bihan 18 Kzu 2009 da 19:15 (UTC)[respont]

Treiñ "rogue squadron" ha "rogue one"

[kemmañ ar vammenn]

Salut deoc'h tudoù. Penaos ta e trofec'h "rogue squadron" ha "rogue one" e brezhoneg flour? Eus ar ger "rok" a zo e brezhoneg hervez Francis Favereau. Marteze n'eo ket dav kennebeut klask treiñ kennebeut p'eo anv ur strollad. --LapinSpluj (kaozeal) 28 Kzu 2016 da 12:16 (UTC)[respont]

Demat Lapin, Derc'hel à rafen an titloù evel-se dre ma ne sikourfe ket an droidigezh da gompren tra pe dra. A galon --Dishual (kaozeal) 28 Kzu 2016 da 12:27 (UTC)[respont]