Kaozeal:Sidan (disheñvelout)
D'am meno e oa anv an danvez a-raok bezañ hini an evn, ha kement-se a dlefe bezañ gwelet er pennad stumm pe stumm. Ma vez permetet ober evezhiadennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Kzu 2012 da 19:53 (UTC)
- Al labous eo sidan er C'hatholicon ; gw. al levr ha Skol-veur Roazhon 2 mard eo diaes curuca ha linofa/fe. T42N24T (kaozeal) 16 Kzu 2012 da 20:49 (UTC)
Brav. Kentañ gweled din. ~~
- Ar pezh zo, den ne oar pe labous eo ! T42N24T (kaozeal) 16 Kzu 2012 da 21:22 (UTC)
- Petra eo curuca? Ñ'anavezan nemet ar ger spagnolek curruca, anv un evn ivez. Evit linofa ne welan nemet: [1]
- Marteze eo kar sidan da it: seta italianek? Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Kzu 2012 da 21:31 (UTC)
- Kement ha devedig e talvez curruca, eus al Latin (Real Academia Española). *Linofa n'ouzon ket, met kar da "lin" (ar blantenn) e hañval bout, ha da fr:linotte ivez evel-just, peogwir eo deveret eus ar blantenn. Ne'm eus kavet na cur(r)uca na linofa er geriadurioù latin.
- Eus an alamaneg Seide e teuje seiz hervez DÉDB A. Deshayes (ar pezh a gavan iskis). T42N24T (kaozeal) 16 Kzu 2012 da 22:11 (UTC)
Feiz/foi, seiz/soie? Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 Kzu 2012 da 22:35 (UTC)
Sidan, seiz?
[kemmañ ar vammenn]A-benn ar fin, war a welan, ha ma welan mat, n'eo ket testeniekaet sidan evel seiz e brezhoneg a-raok Vallée. Neuze
- eo bet sachet gantañ eus ar c'hembraeg,
- n'eo ket sur e talvezfe sidaner kement ha marc'hadour seiz kennebeut.
Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Kzu 2012 da 10:03 (UTC)
- • Anv-den "Sidaner" = sériciculteur (FF, Deshayes), "Le Sidaner" = lesanv roitelet (A. Dauzat, Dictionnaire étymologique des noms de famille et prénoms de France, 1991, Larousse, ISBN 978-2-03-730012-4), hogen s.o. Glossaire moyen-breton É. Ernault p. 626 : "Le Sidaner" = marchand de soieries; 1613, Kemperle, cym. sidanwr ; pelloc'h : "Sidec" (1639) = "Seizec", pell kent Vallée neuze.
- Soierie = "sidanad" hervez DCFB Le Gléau, travailleurs de la soie = "Micherourien ar sidan e Lyon" (ENSAV #9 p. 242) DCFB, séricigène = "seizus", "sidanus" DCFB.
- Moarvat e veze seiz (< Lat.) ha sidan (< Germ.) arveret kempred.
- Evit a sell ouzh al laboused : "sidan" = roitelet ivez (Troude), neuze "sidan" = "sidan" + "lineg" + "devedig" + "dreolan" + "koadyar" (anvet yar-ouez, pe evnez-ouez war Enez Sun, daoust da lavar Trec'hlid).
- ... Luziet, met dedennus (pe ar c'hontrol)... T42N24T (kaozeal) 18 Kzu 2012 da 10:40 (UTC)
D'am meno, ma n'eus ket roud eus ar ger sidan er skridoù, e vo diaesoc'h kavout roud eus ar sevel preñved-seiz e Breizh. An holl deveradoù diwar sidan zo bet krouet goude embannadur geriadur Vallée. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Kzu 2012 da 12:42 (UTC)
Koadyar
[kemmañ ar vammenn]- «"koadyar" (anvet yar-ouez, pe evnez-ouez war Enez Sun, daoust da lavar Trec'hlid)» Laouen e vefen o c'houzout orin an titour, rak souezhus eo d'ar c'hentañ gwel evit ul labous dianav er vro, hag a vev er c'hoadoù hag er menezioù [2].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Kzu 2012 da 11:22 (UTC)
Ne felle ket din ober fae war da ouiziegezh, met dav eo furchal an diazezoù-ditouroù... diazez kent lakaat mar war labour an dud all : e GBAH ha DBCF end-eeun e kavi an anvioù bet meneget ganin evit Tetrastes bonasia/Koadyar-Eurazia (mui hec'h anv war enez Eusa e DBCF). Penaos 'ta e vije anvioù brezhonek evit laboused na vije ket anezho e Breizh, d'ur mare zo bet paneveken ? Ha bez' ez eus c'hoazh, mar kreder Oiseaux.net T42N24T (kaozeal) 18 Kzu 2012 da 17:35 (UTC)
- Petra eo DBCF? N'anavezan ket. Anavezout a ran DCBF... a ro «gouez-enez» (evit "gouezenez"), hep daveenn avat (ha liv an adsavet gantañ evidon-me diwar "enez-ouez" NDBF, a seblant dont eus GReg.«gelinotte, poule sauvage, eznès gouez», daoust ma n'eo ket meneget e GIBR). Met se ne lavar ket eo "Tetrastes bonasia". Dav eo disfiziout diouzh galleg arskiantel an evnourien. Tapout a reont anvadurioù poblek ha na glotont ket dre ret gant o zalvoudegezh kozh pe pobl. "gélinotte" a zo un adstumm eus "géline", emdroadur gallek al lat. galina, na dalvez nemet "yar" (gw. GReg bepred: géline = poule, yar; gélinotte = jeune poule tendre et grasse). Ha roet e veze an anv-se da evned a denne d'ar yer. "evnez-ouez" a oa moarvat parez ar "c'hilhog-gouez" (gantañ ur ster ledan ivez moarvat), rak hervez "Histoire des oiseaux de France, Suisse et Belgique" ne vez kavet T. bonasia nemet er menezioù abaoe pellik mat.
- Kartenn Oiseaux.net n'eo ket spis (pa seller mat e lakaont al liv da glotañ gant harzoù ar stadoù. Trawalc'h eo kaout Tetrasres b. er Jura evit ma'z afe al liv eus Beg ar Raz betek Bonifacio. Kalz spisoc'h eo ar gartenn am boa lakaet uheloc'hik.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Kzu 2012 da 19:38 (UTC)
- DBCF = Dictionnaire Breton Contemporain Favereau (Skol Vreizh, 1992). Abaoe "pellik-mat", OK, hag a-raok ? Koshoc'h ar brezhoneg eget forzh pe evnoniour, ha pa vije embannet gant Delachaux & Niestlé... Ne vergn, dav e vije adkavout andonioù ar geriadurioù evit diskoulmañ ur gudenn n'eus ket anezhi e gwirionez. Mallusoc'h zo da ober er Wiki-mañ ! T42N24T (kaozeal) 18 Kzu 2012 da 20:29 (UTC)
- DBCF... a! GBAV... ;-) Evit Eusa: mar sellez mat, e weli e skriv Favereau «ènisi (Eussa)», traken (gélinotte a zo a-raok evit «enes ouez»). Perak eo bet skrivet gantañ ar ger-mañ, ha gant "è" (tired-boud, evit diskouez eo un "e" digor")? Moarvat, peogwir eo heverk an distagadur-se, da enebiñ ouzh «enesi» skrivet gantañ araokik. Gwelet an ALBB.533 [3] ma weler n'eus nemet en Eusa ma vez distaget "ènizi" evit "poulettes". Memestra gant Malgorn (Studiadenn war brezhoneg Eusa): ènizi (skrivet evel-se gantañ) a zo "poulettes" gantañ ivez.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Kzu 2012 da 14:35 (UTC)
- DBCF = Dictionnaire Breton Contemporain Favereau (Skol Vreizh, 1992). Abaoe "pellik-mat", OK, hag a-raok ? Koshoc'h ar brezhoneg eget forzh pe evnoniour, ha pa vije embannet gant Delachaux & Niestlé... Ne vergn, dav e vije adkavout andonioù ar geriadurioù evit diskoulmañ ur gudenn n'eus ket anezhi e gwirionez. Mallusoc'h zo da ober er Wiki-mañ ! T42N24T (kaozeal) 18 Kzu 2012 da 20:29 (UTC)