Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Sant Visant hag an Inizi Granadinas

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Grenadinas pe Granadinas? Pe un dra bennak all? Bianchi-Bihan 21 Gen 2011 da 18:03 (UTC)[respont]

Gwelout a ran peseurt degemer zo bet roet d'ar c'hinnig kaozeal eus an anv: kemm hep kaozeal. Savet eo an anv Granadina diwar ar ger spagnolek Granada. Grenadine zo ur gallekadur eus an anv spagnolek. Pedet omp da blegañ d'an dibab graet gant un den eus TES? War beseurt diazez? Bianchi-Bihan 22 Gen 2011 da 09:54 (UTC)[respont]
Ma seller mat e oa c'hoazh ar stumm Grenadinez e meur a lec'h er WP brezhonek (e stumm liammoù ruz), ha Granadinas ne oa neblec'h. Kavet e vez stummoù gant "e" betek e katalaneg (Grenadines) [[1]] hag en euskareg (Grenadinak) [[2]]... Ha perak mont d'ober fae war kartenn TES (a vez dindan daoulagad ar skolidi bemdez-c'houloù er skolioù brezhonek) ha geriadur an Here?--Trec'hlid mitonet 22 Gen 2011 da 14:37 (UTC)[respont]
Eilskrivet eo dibaboù TES hag ar Geriadur diwar re savet gant un den eus an Ofis, neuze e vo kavet ar memes tra eveljust. Kartenn TES n'emañ ket en holl skolioù, nag en holl glasoù, pell alese, ha n'on ket sur e vije skrivet gwall vras anv ar vro gwall vihan-se, met n'eus forzh. Bianchi-Bihan 22 Gen 2011 da 17:31 (UTC)[respont]

Lakaet zo bet ur ger-mell dirak “Inizi”. Lâret e vez “Inizi Glenan”, “Inizi Kergelenn” neoazh. Ar ger-mell a vez implijet e saozneg hag e galleg moarvat. Met diàr peseurt abeg eo bet lakaet amañ ? Baleer 17 Mez 2011 da 15:14 (UTC)[respont]

War a seblant e kaver an daou zoare: Enez Eusa, Enez Sant Paol pa vez un den bepred... ma vije un anv-gwan e vije an Enez Du... anv-kadarn pe anv-gwan eo "Granadinas"? Bianchi-Bihan 18 Mez 2011 da 07:26 (UTC)[respont]
Ne vez ket lakaet bep tro "enez" pe "inizi" e brezhoneg: lavaret e vez "ar Jentilez" ne vez ket lavaret "an Inizi Jentilez". Hag evit a sell an anv-gwan, n'eo ket ar reolenn: "Enez-Veur" kentoc'h eget "an Enez-Veur" (daoust ma c'haller klevet an 2, met ar c'hentañ 'zo boasoc'h).--Trec'hlid mitonet 18 Mez 2011 da 12:02 (UTC)[respont]
Àr-lerc'h bout furchet un tamm e soñj din ez eo an anv-gwan kastilhanek granadino a dalvez “de [eus] Granada”. Mard eo un anv-gwan e brezhoneg e vehe kenkoulz e sevel en un doare brezhonek, da lâret eo get an dibenn -an kentoc'h eget get an dibenn kastilhanek -ino. Ha ne vehe ket a souezh ken get arver ar ger-mell amañ, na gant hini ar ger “Inizi” zo an anv-kadarn a c'houlenn an anv-gwan. Baleer 18 Mez 2011 da 17:38 (UTC)[respont]
An anv-gwan kastilhanek zo aet da anv-kadarn : las Granadinas. Evit an anv brezhonek eh eus tri doare da ober a gav din. 1. Degemer an anv e-giz m’emañ : Ar Granadinas diàr ar c'hastilhaneg, Ar Grenadines diàr ar saozneg. 2. E vrezhonekaat : Ar Granadinez, Ar Grenadinez. 3. E Adsevel : Ar Granadanez, Ar Grenadanez. Drol eo degemer Granadinas evel anv-gwan, pa n’eo ket ur ger brezhonek. Baleer 18 Mez 2011 da 20:07 (UTC) G.S. Marse e vehe gwelloc'h din bout skrivet : 3. Ar Granadez, Ar Grenadez. Ha : 4. E droiñ : (?). Baleer 18 Mez 2011 da 20:52 (UTC)[respont]

Evit a sell ouzh ar ger a vez graet Granada anezhoñ e kastilhaneg ne ouzer ket hag-eñ e ta ag an arabeg (Gar-anat, «run piric'hined») pe eus al latin (granatum, «greunadezenn»). Ul liamm zo bet graet get ar frouezenn moarvat pand eo tremenet Granada da Grenade en galleg. Tro a vehe da zigemer ar ger en hevelep doare e brezhoneg neuze : Greunadez, hag, evit an inizi, Ar Greunadinez. Aes a-walc'h eo da gompren pa ned eo ket gwall bell doc'h ar ger orin, aes eo da zistagañ ha ne son ket re zivalav. Baleer 25 Mez 2011 da 17:27 (UTC)[respont]