Kaozeal:Sant-Meven
Neuz
Reolennoù? Savet gant piv? E yezhoù zo e vez skrivet ar ger-mell gant ur bennlizherenn en anvioù-lec'hioù: A Coruña, El Paso, Le Mans, El Alamein. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Sant-Meven&diff=1641216&oldid=1641210 22 Ebr 2015 da 14:58 (UTC)
- Demat, War a seblant ez on faziet o skrivañ "An Oriant" e-lec'h "an Oriant". En aner em eus klasket kavout ur reolenn bennaket er yezhadurioù em c'herz, koulskoude ! Tro-wenn :-(... Un dra a gavan touellus : el levrig ma kaver "kodoù-post ha stummoù brezhonek kumunioù Breizh Pemp departamant" e vez skrivet An Arzhanaou [...] Ar C'houerc'had.--Prieladkozh (kaozeal) 22 Ebr 2015 da 16:43 (UTC)
- Ur fazi bras eo kemer al levrioù fall. Ar pab avat a oar c'hoari gant an index. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Ebr 2015 da 18:52 (UTC)
- Aze : http://www.opab-oplb.org/177-divizou-hag-erbedadennou-ar-chuzul-skiantel.htm (n'eo ket sinet al linenn-mañ, kaset gant IP un den a gav gwell chom kuzh)
- Ur fazi bras eo kemer al levrioù fall. Ar pab avat a oar c'hoari gant an index. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Ebr 2015 da 18:52 (UTC)
N'eus nemet votiñ : daoust ha ret eo lakaat da reolenn er wikipedia ar pezh n'eo nemet erbedadenn gant Kuzul skiantel an Ofis? Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Ebr 2015 da 21:01 (UTC)
- Me 'lârje "nann" kentoc'h dre ma'z eus kaoz eus erbedadenn just a-walc'h ha n'eo ket eus redi. Ur vammenn eo, e-touez reoù all. Pa soñjer er reuz a oa savet abalamour d'ar ger Restaorasion ez eo ret chom fur... :-) A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 23 Ebr 2015 da 08:06 (UTC)
Evel-just n'eus redi ebet. N'eus nemet tud a FELL dezho e vefemp rediet d'ober hervez o c'hoant abalamour m'o deus kemeret perzh en erbedadenn. Erbedadenn en diabarzh, reolenn dir er-maez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Ebr 2015 da 08:36 (UTC)