Kaozeal:Salvador (Bahia)
Neuz
Peurvuiañ ne gemmer ket anv ur pennad hep ali an dud o deus kenlabouret war e dro. Trawalc'h gant an doareoù dichek.
An anv Salvador da Bahia zo anavezet mat dre ar bed, er c'hanaouennoù evel el lennegezh. Un abeg zo da se: meur a Salvador zo. Gwir eo n'eus nemet unan d'an dud zo o chom enni, met ne vir ket outo da ober gant an daou anv (ha gant an trede ivez, gant lorc'h zo kaeroc'h), ha peurvuiañ ne ouzont ket pe anv zo bet lakaet er wikipedia portugalek. Ar c'hemm-mañ eta zo ur c'hemm personel, graet evit lakaat reuz, evel boaz, ha netra ken: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Salvador_(Bahia)&diff=1515957&oldid=1515956 . Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Gou 2013 da 17:29 (UTC)
- «Peurvuiañ ne gemmer ket anv ur pennad hep ali an dud o deus kenlabouret war e dro.» N'ouzon ket eus pelec'h e teu al "lezenn"-se, met lakaomp... Ar braz eus ar pennad a oa bet graet gant un implijer anvet "Rufus", bet stanket da vat ha da virviken e 2007, pa ne «glote ket e emzalc'h gant pennaennoù diazez» ar raktres Wikipedia [1].
- A-hend-all, me 'gav din e vefe hir roll ar pennadoù bet divadezet gant Bianchi-Bihan hep goulenn ali den ebet na reiñ zoken an disterañ abeg er voest "diverrañ". Unan a-douez ur bern reoù all graet nevez 'zo [2].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Gou 2013 da 19:18 (UTC)
- Neal n'emañ ket aze, ken, ne gaozein ket gant robotoù, lezel a ran ar c'hoarioù-se d'ar re a gar anezho. Sklaer, spered kenlabour n'emañ ket gant lod. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Gou 2013 da 05:01 (UTC)