Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Roll livadurioù William Adolphe Bouguereau

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

C'hoazh ur bennoberenn gant an implijer Bianchi-Bihan : pennad eilet hep klask gouzout hiroc'h, taolenn eilet hep gouzout penaos sevel unan, galleg e pep lec'h, patromoù n'eus ket anezho er Wiki-mañ... Met : arabat kemmañ tra pe dra, "harellerezh" e vefe. Mantrus eo. --109.218.128.101 19 Her 2020 da 14:45 (UTC)[respont]

Sav da bennad un deiz, e-lec'h c'hoari da varner , ha ro PEOCH. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Her 2020 da 15:05 (UTC)[respont]
Dit-te da SEVEL ur pennad e-lec'h eilañ diwar wikioù all, hep kompren alies. Ha RO PEOC'H d'ar Wiki-mañ, yac'husoc'h a-se e vo. --109.218.128.101 19 Her 2020 da 16:05 (UTC)[respont]
N'em eus ket ezhomm eus doareoù aotrounius un heskiner dizanv ha digalon. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Her 2020 da 18:48 (UTC)[respont]

Kempennadenn 06/02/2021

[kemmañ ar vammenn]
  • Katalog : div wezh ar meneg 1850/16 ; ne'm eus ket kavet ar c'hatalog Bartoli-ross en-linenn.
  • Eus fr:Œuvre peint de Bouguereau e teu ar pennad-mañ, met n'eus bet troet nemet nebeutoc'h eget an hanter ; an dekvloavezhiadoù 1870, 1880, 1890 ha 1900 a vank e brezhoneg.
Kevregourez (kaozeal) 6 C'hwe 2021 da 14:15 (UTC)[respont]

Setu ivez un dra a lenner , lakaet e kuzh, e-barzh da gemm diwezhañ @ Merourien : c'hwezh Helmut Kaol-Bouedek zo er fri-faos « Hans Abherve » Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2021 da 16:31 (UTC) Na pegen brav! Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2021 da 16:31 (UTC)[respont]

Oups ! Menegoù prevez : 1 evit ma studi war ar Wiki brezhonek, 3 evit ma labour kevregourez [(fr) graphiste].
Kalz em eus furchet ar Wiki evit deskiñ an doare, ha kalz tabutoù am eus gwelet, hag an darn vuiañ anezho en abeg da Vianchi-Bihan. Dre furchal dre an tu-se em eus desket piv eo hennezh (n'on ket souezhet : e Roazhon II em eus studiet ar brezhoneg evit ma micher). Ha lakaet on bet en amzivin gant Hans Abherve, a ziskouez bout temzet heñvel en e "gaozeadennoù", a vez tagadennoù kentoc'h.
Meur a wech em eus reizhet pennadoù Bianchi-Bihan, ha bewech eo bet nullet ma labour.
N'on ket bet e darempred gant ar verourien, pa n'eus hini ebet war a seblant. Perak ? Gwelloc'h egedon e oar Bianchi-Bihan moarvat !
Klask a rin ober labour a-zoare, diwar skouer pennadoù a zo bet savet gant tu varrek... a zo aet kuit, siiwazh.
Neuze, ne c'houlennan digarez ebet. Mennet on da genlabourat, met ne lezin den ebet — den ebet — da glask kemer an tu kreñv warnon e nep doare, dre vastariñ ma labour pe ma zagañ. Reizhañ, displegañ, kenlabourat : OK. Spered Wikipedia eo. Kevregourez (kaozeal) 6 C'hwe 2021 da 17:13 (UTC)[respont]

Hag ivez : lamet ganit ar brezhonekadurioù : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Oberennoù_William_Adolphe_Bouguereau&type=revision&diff=1894204&oldid=1887650. N'eo ket vandalerezh? Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2021 da 16:39 (UTC)[respont]

Nann : lod a oa faos, kalz ne oant ket bet troet. Gwelloc'h eo, a gav din, lezel anv orin un oberenn pa c'hall an holl e gompren (99,99% eus ar vrezhonegerien a oa galleg). Kevregourez (kaozeal) 6 C'hwe 2021 da 17:13 (UTC)[respont]
Da ali zo un ali personel , ne dalv ket muioc'h eget un ali personel all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2021 da 17:24 (UTC)[respont]
Ar pezh zo kemmet abalamour d'un ali personel a c'hall bezañ kemmet abalamour d'un ali personel all. Hag a vo graet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2021 da 17:24 (UTC)[respont]
Alioù disheñvel diouzh da hini zo bet embannet dija : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Pietro_Perugino&type=revision&diff=1293972&oldid=1283249. Me gav e c'haller treiñ lod hep klask treiñ an holl dre ret.
... met ne lezin den ebet — den ebet — da glask kemer an tu kreñv warnon e nep doare, dre vastariñ ma labour pe ma zagañ. Gouzout a reer e plij dit reiñ da grediñ a bep seurt traoù diwar da benn, n'eo ket ar wech kentañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2021 da 17:24 (UTC)[respont]
E miz Gouere 2020 e oan krog da gemer perzh er Wikipedia brezhonek ; war-dro 60 degasadenn hepken ; faziañ den a rit.
Daou zevezh labour evit Echedoù, peder eurvezh evit reizhañ Bouguereau. Gwelet a ran n'eus netra da ober : taget ha falstamallet on dija. Koulz din paouez diouzhtu da labourat evit ar Wiki, pa ne c'heller ket kenlabourat evel m'eo dleet ? Nann avat, Helmut. Kevregourez (kaozeal) 6 C'hwe 2021 da 17:47 (UTC)[respont]
Tud zo a labour abaoe bloavezhioù hep klemm, ha setu unan a grog da glemm goude un nebeud eurvezhioù, ha da dagañ al labourerien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 C'hwe 2021 da 21:57 (UTC)[respont]