Kaozeal:Roll buhezskridoù brezhonek ar sent

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Me 'gav souezhus an titl "Histor burzudus an C'hoar Tereza ar Mabig-Jezus leanez Karmel" evit ur skrivagnour hag a skrive e brezhoneg Bro-Gwened. Kavet 'ma "Histoér burhudus en Hoér Teréz", a gouch gwell get ar pezh en deus skrivet a-du-'rall. Da c'hortoz ma vo kadarnaet ar skritur-se pa 'm bo gellet lakaat man dorn àr ar levr...

Hervez a lenner e "Leoriou ar baradoz" (pp. 162-163) hag e "Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien " (p. 381) ez eus bet embannet meur a levr savet gant Sevenoù diwar-benn santez Tereza : Burhudeu neué en hoér Teréz (ti-moullañ Lafolye, Gwened, 1918), En hoér Teréz er hroèdur-Jézus (ti-moullañ Galles, Gwened), Histoer burhudus Soeur Thérèse, léannez ag er Harmel (ti-moullañ Normand, Henbont, 1912), Histor burzudus an c'hoar Tereza ar mabig-Jezus, leanez karmel (ti-moullañ Normand, Henbont, 1915), Istor burzudus ar c'hoar Tereza ar mabig-Jezuz, leanez karmez (ti-moullañ Lafolye, Gwened, 1917). Sklaer eo n'eo ket gwenedek an daou embannadur diwezhañ. --Llydawr (kaozeal) 27 Eos 2014 da 10:39 (UTC)[respont]