Kaozeal:Roll an impalaerien roman

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Mat e vije gouzout war beseurt boazioù e reer evit anvioù latin'zo.

Kezar (TES) pe Kaezar?

Titus pe Tit?

Anastasius pe Anastaz?

Arcadius pe Arkadius?

Carinus pe Karin?

Marcianus pe Markian?

Pertinax pe Pertinaks?

Ma n'eo ket degemeret dibaboù graet gant TES, ret e vije sellout pizh ouzh furmoù boas pennaouet e kelaouennoù evel Al Liamm hag Hor Yezh ha ouzh furmoù anvioù ar sent latin implijet gant Maodez Glanndour ha beleien all. --Ch. Rogel 15 Ebr 2006 da 23:44 (UTC)[respont]

Heuliet em eus ar stummoù a seblante din bezañ ledet ar muiañ er yezhoù all. Dreist-holl em eus taolet evezh ouzh boazioù an alamaneg zo pizh a-walc'h peurliesañ. Techet eo ar galleg da c'hallekaat. E saozneg hag en alamaneg ez eus bet doujet gwelloc'h d'ar stummoù er yezh orin. Klasket em eus doujañ d'ar stummoù latin, nemet pa seblante din e oa stummoù anavezet madik a brezhoneg (lec'h zo da gaozeal). Ne gav ket din eo dav mont da ijinañ stummoù brezhonekaet kousto pe gousto evit kement anv zo pa n'eus hengoun ebet. Gwelloc'h eo heuliañ al latin pe ar gresianeg diouzh an dro. Klasket em eus kaout ur c'hempouez er roll. Seul vrudetoc'h an den sul vui a chañs da gaout ur stumm brezhonek evit e anv, seul disteroc'h e vrud, seul vui a chañs da zerc'hel e anv er stumm latin. --Fulup 16 Ebr 2006 da 14:01 (UTC)[respont]

Spontus an dizurzh dre amañ. Da betra skrivañ Kaligula? Ma savan Caligula ne gloto ket. Shelley Konk 3 Mae 2007 da 17:22 (UTC)[respont]

Ret vije doujañ d'ar stumm latin ha mat pell 'zo. Arabat treiñ an anvioù tud e brezhoneg d'am soñj. Ar furmoù all testeniekaet e brezhoneg a c'hello bezañ pajennoù adkas.Benoni 3 Mae 2007 da 17:41 (UTC)[respont]