Kaozeal:Roll al levrioù e brezhoneg troet diwar yezhoù all

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Daoust d'ar pezh zo bet skrivet, al levr sinet Donnachadh MacDhomhnaill, Ur brezelour e oan (Al Liamm, 2006), n'eo ket bet troet gant Mikael Madeg met savet gantañ. --Kadwalan 22 Gen 2008 da 22:08 (UTC)[respont]

Ne gomzer ket eus levrioù bugale amañ, ha gwell a se, arabat meskañ: koulskoude int bet troet holl, pe dost. Bianchi-Bihan 22 Gen 2008 da 23:58 (UTC)[respont]
Ret e vo tennañ anvioù an oberennoù ha n'int ket levrioù eus ar bajenn-mañ. Bianchi-Bihan 23 Gen 2008 da 15:18 (UTC)[respont]
Perak yideg e-lec'h yidicheg? 193.52.64.243 15 Ebr 2008 da 13:52 (UTC)[respont]
Peogwir eo hemañ ar stumm implijet war goloenn al levr e-unan. N'eus forzh penaos n'on ket gwall sur hag-eñ e vefe anezhi un droidigezh diwar ar yidicheg war-eeun pe kentoc'h diwar ar galleg. Neal (Kaozeal) 14 C'hwe 2009 da 12:33 (UTC)[respont]
War a seblant eo bet graet an droidigezh gant daou zen: lakaomp unan a oar yideg, unan all brezhoneg. Ha galleg a ouzont o-daou. Koubladoù tud brudet all a ra evel-se evit treiñ. . Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2009 da 15:40 (UTC)[respont]
Ya, goût mat a ran, ha goût a ran ivez e reer evel-hen peurliesañ rak ne oar ket unan anezhe ar yezh orin nag egile ar yezh ma vo troet daveti, da lâret eo en degouezh-mañ e tro un den eus ar yideg betek ar galleg hag e tro egile eus ar galleg betek ar brezhoneg. Disheñvel-mik eo an doare-ober-se diouzh treiñ war-eeun eus ar yideg betek ar brezhoneg ha peurliesañ, war dachenn studioù an treiñ, ne lârer ket eo bet troet e brezhoneg diwar ar yideg. A galon, Neal (Kaozeal) 14 C'hwe 2009 da 17:17 (UTC)[respont]

Ronan An Derv, pe an Derv? Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Du 2012 da 17:33 (UTC) http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Roll_al_levrio%C3%B9_e_brezhoneg_troet_diwar_yezho%C3%B9_all&diff=1364121&oldid=1359003[respont]

Lakaet un anv faos d'an embanner : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Roll_al_levrioù_e_brezhoneg_troet_diwar_yezhoù_all&type=revision&diff=1958633&oldid=1946272 Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 C'hwe 2022 da 17:39 (UTC)[respont]