Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Revelezh denel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

gwelloc'h d'am soñj ober gant ar gerioù seks, sekselezh hepken : ar re ar muiañ implijet eus a-bell hag er skolioù : Diwan, div yezh publik ha katolik

n'eo ket ar memstra na tamm ebet revelezh (sexual orientation/sexual identity) ha seks (saoz. 'sex' bevoniel) jener (saoz. 'gender' - kevredel) ha sexelezh (saoz. 'sexuality'). ha ma vez gret gant seurt gerioù gant ar skol-mañ'r-skol pe c'hoazh gant an holl ne ra forzh - faoz e ha setu tout, dres ma vefe faos implij 'nègre' e galleg war digarez ec'h eo ar ger anavetañ gant an dud. diwallit ivez gant ar pezh 'vez lâret gant ar skolioù katolik evelatav! :-)) kit da deurel ur sell war ar pajennoù wikipedia e saozneg (n'oûn ket penaos emañ ar pezh bet fardet e yezhoù all...) Neal 07:48, 16 May 2005 (UTC)

Deus pé-lèh e teu ar gér revelezh ?, n'em eus kéd kâet anehoñ bar geriadur Favereau, petra signifi "rev" ?Lip-Chopin 21:44, 29 Jun 2005 (UTC)

Graet em eus gant revelezh dre skouer geriadur An Here (2001) ha koulskoude e ouzon mat e vez kinniget sekselezh e geriaoueg Diwan (3de emb. 1995). Perak em eus dibabet ar vammenn gentañ? Peogwir e kavan aesoc'h an deveradurioù : rev, revel, revelezh, heñvelrevelezh, heñvelreviad(ez).
Ne gavan ket mat ober gant reizh (implijet gant Bremañ diwar ma soñj) hag a zo glg. genre pe saoz. gender. Marteze eo ar gwir gant Neal , met, pa lennan ar geriadur n'on ket evit ober an diforc'h etre sekselezh ha revelezh.

Evit respont da Lip-Chopin , setu termenadur GAH2001 : rev : I.1 Hollad ar pezhioù diforc'h a laka kemm etre ar par hag ar barez hag a zo stag ouzh o karg disheñvel er gouennañ. I.2 Stagenn : A denn d'an anien revel, d'ar c'hoant revel. II. Pep hini eus an daou rummad pep a rev disheñvel ganto. An div rev : ar baotred hag ar merc'hed. Ar rev all (?). Heñvelstumm : reizh.

Ch. Rogel 22:56, 29 Jun 2005 (UTC)

Da Sexual intercourse ha Rapport sexuel e kas ar pennad-mañ, pa rankfe kas da Sexuality ha Sexualité.
Sexual intercourse/Rapport sexuel a rankfe bout stag d'ur pennad anvet Darempred reizhel, Gread revel, Kediadenn revel etc (hervez ho tibaboù a-fed yezh) rak pep den en deus ur revelezh, zoken pa ne c'hall ket kaout darempredoù reizhel evit abegoù korfel pe vredoniel. — 2.13.213.68 21 Meu 2015 da 20:37 (UTC)[respont]

Ruy Pugliesi en deus erlec'hiet ur skeudenn loened a glot gant Sexual intercourse ouzh ar skeudenn bornografek a glote gant an hevelep danvez a oa bet ouzhpennet gant 186.127.7.92. Lamet em eus an eil skeudenn peogwir e klot gant Darempredoù reizhel e-lec'h Revelezh denel. — 2.13.213.68 22 Meu 2015 da 09:37 (UTC)[respont]
Reizhet ar wikidata bremañ. Trugarez evit bezañ diskouezet an draen.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 Meu 2015 da 09:41 (UTC)[respont]