Kaozeal:R. Kelly

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pa weler ar brezel embann renet amañ hep reiñ an disterañ displegadenn eo poent da dud 'zo:

  • deskiñ petra eo brezhoneg
  • deskiñ petra eo reolennoù ar wikipedia.

--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Gwe 2014 da 18:56 (UTC)[respont]

E-lec'h ober gant gerioù bras ha c'hoari da damm aotrou, desk ober gant ar reolennoù -se. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Gwe 2014 da 06:22 (UTC)[respont]
Ur wech ouzhpenn, Aotrou Trec'hlid mitonet, Bezit sklaeroc'h ha kalonek (evit ur wech) war un dro : displegit splann piv eo an dud a damallit d'ober ur brezel embann deoc'h ? Piv 'ta a aliit da zeskiñ petra eo brezhoneg ha da zeskiñ petra eo reolennoù ar wikipedia ?--Prieladkozh (kaozeal) 11 Gwe 2014 da 08:55 (UTC)[respont]
C'hoazh ur wech ne'm eus kentel a galonegezh ebet da gaout digant un den kuzhet a-drek e douchennaoueg hag a ren brezelioù embann e kuzh hag a gunujenn ac'hanon pa oar mat-tre ne vo den ebet o stankañ anezhañ. War ar bajenn-mañ (R. Kelly) n'eus nemet unan o ren ur brezel embann (tra berzet war Wikipedia), hep reiñ an disterañ displegadenn (enep reolennoù ar Wikipedia). Displegit dimp 'ta a-benn ar fin perak e lakait "bet ganet" e-lec'h "ganet" evel ma oa bet lakaet gant boulc'her ar pennad (na oa ket me), ha se 'zo un afer petra eo brezhoneg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Gwe 2014 da 10:37 (UTC)[respont]

Un dra zo sklaer, gallout a rez komz eus "brezel-embann": na pet a gasez amañ ! Kentel ebet ne c'hallez reiñ. Cahuzac ivez a grede kenteliañ ar re all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Gwe 2014 da 11:03 (UTC)[respont]

Emaon o paouez kompren oc'h drouk, Aotrou Trec'hlid mitonet, ha n'em eus ket soñj da vezañ kejet gant unan bennak ken gwazh ha c'hwi, e gwirionez. Lennit mat : biken ne respontin deoc'h ken, kaer ho po klask atahinañ ac'hanon !--Prieladkozh (kaozeal) 11 Gwe 2014 da 11:31 (UTC)[respont]
An hini a zo "drouk" a vefe eta an hini a vez kunujennet, an hini a zegas da soñj poentoù reolennoù 'zo...--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 11 Gwe 2014 da 11:46 (UTC)[respont]
Waf! Reolennoù zo bet lakaet dindan da fri hag azezañ warne a rez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Gwe 2014 da 11:49 (UTC)[respont]