Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Poellad frank

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Kavet em eus e-barzh geriadur Preder :

Reizhiad korvoiñ evit Système d'exploitation / Operating system


Paotr 12:55, 12 Mar 2005 (UTC)

Gwelet em eus ivez an drolavar aze, met koulskoude e kavan un anezhañ tammig pounner, met ret e vo kaout ali ar re all hag ar re-se n'int ket niverus.

212.195.176.60 14:46, 12 Mar 2005 (UTC)


A-du on ganit, met kavout a ran sistem oberian un tammig re dost eus ar galleg


gortozomp un tammig 'ta

Paotr 18:34, 12 Mar 2005 (UTC)

"un tammig re dost eus ar galleg" !!! Red e vefe goûd pezh-sort yezh ho-peus c'hoant da goms : brezhoneg pe... "nann-galleg"... anti-galleg !!! (Da goms, pe kentoc'h da skriviñ)
A-hend-all, "un OS, des OS" an-heni vez lâred alïes gant ar gallegerien, "ein OS, eines OS" gant an alamanted, etc... (sellit gant Google)
Kemerit ar ger "OS" e-gis ur "Sememe" (gwrizienn) newez deus ar brezhoneg, heb klask troiñ ger-har-ger "Système d'exploitation" pe "Operating system". Ne glaskfec'h ked troiñ mod-sen "kung-fu" nag "orang-outang" kennebeud.
larit "un OS", "OS-ioù", gant un tamm explikaçïon, ba penn ar artikl, ewid reiñ da c'hoûd an etimoloji. CTanguy 21:24, 12 Mar 2005 (UTC)

Poellad vs Meziant

[kemmañ ar vammenn]

Demat d'an holl
Ur pennad Meziant zo, n'eus pennad Poellad ebet ; perak neuze e vezer kaset da Boellad frank pa glasker Meziant frank ?
Trugarez deoc'h. Alan J. Roxx (kaozeal) 3 Du 2015 da 16:02 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Pa glaskit war-lerc'h Meziant frank e vefet degaset d'ar pennad Poellad frank, gwir eo. Sellit mat ouzh ar pezh a zo skrivet dindan an titl "Poellad frank" : (Adkaset eus Meziant frank). Talvezout a ra e oa bet krouet un adkas (Skoazell:Adkas) gant un implijer bennak kent. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Du 2015 da 10:57 (UTC)[respont]