Kaozeal:Petrus Canisius

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Un tamm brav a zislavar a c'haller gwelout etre lakaat Pêr Canisius da Petrus Canisius, pa vez gwelet, en un tu bennak all, lakaat Linus da Lin, Anacletus da da Anakletus, ha me 'oar-me, met petra zo da gompren e-barzh burzhudoù ar sent? Bianchi-Bihan 4 Kzu 2007 da 05:43 (UTC)

s.o. Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 4 Kzu 2007 da 08:40 (UTC)
Un tamm furnez a vez a-wechoù pa voter diwar-benn traoù skiantel: Ret eo derc'hel da furm orin an anv, ha ne vije ket fall lenn a-raok envel. Un anv latin a orin en Izelvroioù ar XVIvet kantved? Burzhudus, a dra sur.
Sklaer eo ne heulier ket ar reolenn votet ma lakaer un anv latin. Bianchi-Bihan 4 Kzu 2007 da 13:04 (UTC)
Peter Kanis eo e anv orin en:Petrus Canisius hervez ar wiki saoz. Meneg ebet eus De Hondt, nemet er wiki brezhoneg (titouret gwelloc'h)? Jacob Derickszn Kanis anv e dad hervez ar wiki nederlandek. Bianchi-Bihan 4 Kzu 2007 da 13:12 (UTC)
YAWN: nl:Petrus Canisius.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 4 Kzu 2007 da 14:02 (UTC)
Soñj am eus bezañ lennet tu bennak, e reolennoù wikipedia, e ranke ar verourien bezañ seven: ar varailherien n'int ket.
Skrivet eo an holloueziadurioù evit ar re a lenn e-lec'h barailhat.
Me ne ran forzh penaos e vo anvet ar pennad, met lenn a ran ar pennadoù (pezh ne ra ket ar re a gemm an anvioù en ur varailhat, anat d'an holl), ha lennet em eus ar pennadoù saoznek ha nederlandek ivez. Hag evel lenner an holloueziadur, hag evel kenlabourer, e plij din kompren pezh a lennan, ha kompren perak e vez mat ur reolenn a-wechoù, ha perak e vez taolet d'ar blotoù a-wechoù all .
Klasket em eus displegañ e oa dislavar etre ar reolenn meneget amañ gant ar merour e-unan hag an implij a ra anezhi amañ, netra ken.
Sklaer eo ar reolenn roet gantañ (hag a zo sakr pa gar), ha ken sklaer all ne oa ket Petrus Canisius anv orin an den. Ha peogwir eo ar wirionez holloueziadurel (ha ne vern ket kalz d'ar varailherien, a welan) e kinnigan anezhi d'al lennerien, hag a vo lakaet ganin er pennad. Bianchi-Bihan 5 Kzu 2007 da 03:07 (UTC)
Din me eo ingal e lakfes Petrus Canisius pe Peter Kanis. Nemet ez eo bet dibabet ar furm Petrus Canisius gant ar wikipedia nederlandek, hag-eñ nederlandat: abegoù mat o deus moarvat. Met ma fell dit lakaat Peter Kanis, gra ha mat pell zo.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 5 Kzu 2007 da 10:03 (UTC)
Gouzout a ran lenn, ha lenn a ran, ha kement-se holl em boa gwelet. Ha pezh am eus desket am eus klasket lakaat er bajenn gaozeal, a lakae tud zo da varailhat, ha goude er pennad. Ha n'em eus ket kemmet titl ar pennad evit keloù-se: re zañjerus eo. Bianchi-Bihan 5 Kzu 2007 da 12:14 (UTC)