Kaozeal:Ostrakism

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne gomprenan ket da vomm "(Implij a zo un reizhadenn lennegel)" [[1]]. Met ur "reizhadenn lennegel" a gavan dereat en un holloueziadur. Met gallout a rez goulenn ali tud all. Bianchi-Bihan 25 Mae 2007 da 22:42 (UTC)[respont]

din me eo reishoc'h an droienn "an tamm ouzh" na bout eo rannyezhel rak eben n'eo, da'm soñj ha betek ma vo diskouezet ur skouer gontrol din, nemet ur reizhadenn yezhadurour na glot gant brezhoneg komzet ebet. Kement-se zo degas kemm en ur yezh evit he lakaat da glotañ gant teoriennoù. Gwall blij ket din. A-du-arall eo ken peurunvan an eil hag eben hervez ar reizhskrivadur.--Kadwalan 25 Mae 2007 da 23:30 (UTC)[respont]

Skouerioù kontrol goulennet, skouerioù kontrol roet[kemmañ ar vammenn]

Ur reizhadenn yezhadurour na glot gant brezhoneg komzet ebet? Gwelloc'h e vije diwall a-raok embann soñjezonoù ken divrall! Un toulladig skrivagnerien n'int ket ali ganit:

  • N’eo ket aonik an tamm ac’hanon, EZM 58 (Ur sac'had marvailhoù, Ivon Krog)
  • Diskredik an tamm anezhañ (anezhi), EZM 75 (117)
  • Evurus an tamm anezhañ, MINNA 205 (Ernest ar barzhig)
  • Hag eñ, kurius an tamm anezhañ, a c’houlennas perak, SK 27
  • Ken laouen an tamm anezhañ ma paeas ur picherad, EZM 10
  • Ar gigerien a oa laouen an tamm anezho EZM 61
  • Na me zo laouen an tamm ac’hanon! KLAM 26 (Kleñved ar medalennoù, Ivon Krog)
  • Paotred leal hag eeun an tamm anezho, EK 2/224 (Emgann Kergidu)
  • Mezhek an tamm anezhi, EZM 127
  • Reut an tamm anezhañ, MINNA 215
  • Ha rok an tamm ac’hanon zoken, EK 2/229
  • Rok an tamm anezhañ, EZM 55
  • Rok an tamm anezhi, EZM 160, KLAM 44
  • Rok an tamm ac’hanoc’h, a gav din, EK 2/52
  • Rok an tamm anezho, EK 1/37

-an dro,

  • Honnezh a zo vif an dro anezhi, elle a la riposte prompte, TBP 2/545 (Jules Gros)

Yezhadurourien milliget!Bianchi-Bihan 25 Mae 2007 da 23:50 (UTC)[respont]