Kaozeal:Nitrat
Neuz
Demat, Ne vefe ket reishoc'h skrivañ amoniom e'lec'h ammoniom ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Meu 2014 da 09:16 (UTC)
- Eo, evel-just. Ne'm boa graet nemet un tamm kempenn, ha diechu an traoù ganin war un danvez n'anavezan ket nemeur. Gallout a rez mont hardizh da cheñch an traoù kamm a van (traoù all 'zo c'hoazh).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Meu 2014 da 11:07 (UTC)
- Ne oa ket ur rebech, ur goulenn eeun ne lâran ket. Ha dre ma n'emañ ket ar gimiezh peurzianav din...--Prieladkozh (kaozeal) 5 Meu 2014 da 11:23 (UTC)
- Ammoniom gant Kreizenn ar Geriaouiñ, amoniom gant Ofis Publik ar Brezhoneg. --Yun (kaozeal) 6 Meu 2014 da 09:25 (UTC)
- Un abeg 'zo evit an 2 "m"-se? Dre vras ne vez ket lakaet 2 m e diabarzh ar gerioù evit an amprestoù. Gwelet "amoniak" e-barzh geriadur R. Hemon.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Meu 2014 da 11:06 (UTC)
- Mammout, e geriadurioù Hemon-Huon hag An Here, koulskoude. Un abeg zo? Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Meu 2014 da 11:08 (UTC)
- Me am boa skrivet Ammoniom er pennad evel m'eo skrivet e geriaoueg Kreizenn ar Geriaouiñ, met evit gwir n'eus abeg ebet da lakaat daou "m" e brezhoneg. A galon, --Yun (kaozeal) 7 Meu 2014 da 07:03 (UTC)
Demat, Amoniom e-barzh geriadur F. Vallée...--Prieladkozh (kaozeal) 6 Meu 2014 da 11:33 (UTC)