Kaozeadenn Wikipedia:N'eo ket wikipedia ur geriadur

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ur politikerezh ofisiel eo ar bennaenn-mañ: "N'eo ket wikipedia ur geriadur".

Amañ e vez klasket diorren ar bennaenn. Pedet eo an holl da zont da reiñ o ali.

Kinnig labour diazez[kemmañ ar vammenn]

Setu ar c'hinnig a ran hervez ar pezh a c'heller lenn war ar wikipedia saozneg (troet e vo peptra war-lerc'h). Amañ e fell din displegañ un tammig penaos em boa soñjet kregiñ da labourat:

Framm labourat[kemmañ ar vammenn]

Sklaeraat kealioù[kemmañ ar vammenn]

  • Pennaennoù diazez

Disklêriadurioù difetis diwar-benn palioù ar wikipedia, an doare ma rank pep implijer/ez en em zerc'hel war ar raktres hag an doare da gas ar raktres war-raok.

  • Erbedennoù ha Politikerezhioù

Strolloù reolennoù fetis bet diorroet diwar ar pennaennoù diazez. Savet e vezont evit sklaeraat ha gallout lakaat e pleustr ar pennaennoù.

Disheñvel eo ar politikerzhioù diouzh an erbeddoù dre m'eo bet tizhet un emglev resis diwar-benn ar politkerezhioù ha neuze e rank bezañ doujet oute. Pedet e vez kentoc'h doujañ d'an erbedennoù avat. --Merour (N) 26 Du 2006 da 18:54 (UTC)[respont]

Evezhiadenn[kemmañ ar vammenn]

Ne gav ket mat an droienn "politikerezh ofisiel". Bez ez eus pennaennoù a dle bezañ lakaet er pajennoù Wipipedia: Reolennoù pennañ ha me oar me hag an diviz(où) reolata (evit treiñ ar galleg prise de décision.--Ch. Rogel 27 Du 2006 da 01:17 (UTC)[respont]

Respont[kemmañ ar vammenn]

a-du ganit penn-da-benn. ret eo justamant sklaeraat petra a dalvez en un doare fetis pep pennaenn evit gallout o lakaat e pleustr. Evel-just e c'heller kavout titour o tennañ d'ar yezhadur e pennadoù 'zo pe c'hoazh d'an tremenadurezh ha d'ar geriaouiñ zoken (da skouer istor ha/pe implij gerioù zo, nevez-c'herioù, troioù-lavar, stummoù rannyezhel hag all). Un dra disheñvel eo avat, evidon-me d'an nebeutañ, pennadoù enne nemet titour a-seurt-se hepmuiken.

evit a sell ouzh an termenoù resis bet implijet ganin, n'on ket gwall chalet gant implijout "politikerezh" pe get. Talvoudus e c'hell bezañ, d'am soñj atav, ober un diforc'h etre:

  • pennaennoù (diaezet pe zoken dibosubl da gemmañ), disklêriadurioù difestis anezhe
    • da skouer: "Un holloueziadur eo ar wikipedia" (pennaenn)
  • politikerzhioù (meur a reolenn/erbedenn resis), diazezet war ar pennaennoù ha diorroet diwarne
    • da skouer: "N'eo ket ar wikipedia ur geriadur" (politikerezh)
    • da skouer: "Klask enteuziñ pennadoù bet savet e doare ur geriadur hepuiken gant pennadoù bet savet dija" (reolenn/erbedenn)
  • divizoù reolata, reolennoù pe c'hoazh erbedennoù pleustrek bet tizhet un emglev diwar o fenn (dre vouezhiañ pe get) a-wezhoù disheñvel diouzh ar pennaennoù diazez met n'hallont ket mont a-enep dezhe
    • da skouer: implijout ar brezhoneg war ar wikipedia-mañ - netra da welet war-eeun gant ar pennaennoù diazez (diviz/erbedenn)
    • da skouer: implijout termenoù resis war an dachenn-mañ'n-dachenn - da skouer evit a sell ouzh stumm anvioù ar broioù estren, h.a. (diviz/erbedenn)

ar pezh am eus c'hoant ober eo sklaeraat etrezomp-ni holl (pe ar re a fell dezhe reiñ o alin) penaos e rank bezañ lakaat e pleustr ar pennaennoù evit ma vefe sklaeroc'h labour ar verourion. ha kinnigoù resis evit kemmañ krafoù zo war ar bajenn bennañ-mañ? --Merour (N) 27 Du 2006 da 09:26 (UTC)[respont]

A-enep pep politikerezh ofisiel[kemmañ ar vammenn]

  • Bezomp war ziwall: pa groger d'ober meneg eus "politikerezh ofisiel" e c'haller bezañ sur emañ bazh ar galloud o vont da c'hoari a-barzh pell.
  • Ur benveg eo wikipedia. Bez e c'hall bezañ lakaet PE e servij ar brezhoneg, PE e servij un dra (pe un den) bennak all. Ma n'eo ket e servij ar brezhoneg n'em eus netra d'ober amañ.
  • N'eo ket ur geriadur, met gerioù zo e-barzh, hag a vo, kaer a vo ober. N'eus nemet en em glevout bep tro pa savo kudenn pe gudenn. Lakaat ur reolenn a-us d'ar yezh, e-lec'h lakaat ar yezh a-us d'ar reolenn a zo a-enep mad ar brezhoneg. N'eus nemet gwelout istor Breizh, pe hini Diwan, evit kompren pegen gwir eo.
  • N'eus ket da c'hoari ar poliser diabarzh ha da zont da c'hourc'hemen da ub petra na penaos: n'omp ket bugale. Na gant ur vazh : an dud n'int ket chatal. N'eus nemet un dra: penaos servij ar yezh, ha sevel pajennoù talvoudus evit ar vrezhonegerien.
  • Ne vo ket graet hep brezhonegerien.
  • Lennet em eus tu bennak udb gant Fulup a lavare tost ar memes tra ha me (klask a rin adkavout). D'an holl, ha n'eo ket da unan hepken da zivizout petra lakaat e-barzh, a-hend-all ne vo nemet ar re a ziviz diwar-goust ar re all a gargo ar c'harr. O-unan. Chañs vat dezho.
  • Kement-se a dalv n'eo ket ur sav-poent merour hepken (na dreist-holl savpoent UR Merour), met savpoentoù implijerien a ranker kavout e-barzh.
  • Pa sav bec'h, gwelloc'h lezel an tan da vervel e-unan, amzer a vo gounezet.
  • N'eus nemet ur sturienn a rank talvezout: mad ar brezhoneg da gentañ. Ha hini ar vrezhonegerien.
  • Reolennoù a ranker kaout en ur gevredigezh: graet int evit aesaat ar mont en-dro, n'eo ket evit c'hoari a-enep an dud nag o labour.
  • Ur reolenn all a oa gant wikipedia: Don't vote. Pa blij ur reolenn e vez lakaet war an daol, pa ne ra ket, ne vez ket klevet anv anezhi. Hervez ar c'hoant. Setu da betra e servij ar galloud: dibab ar reolennoù mat.
  • Echu evit ar poent. Bianchi-Bihan 26 Du 2006 da 15:57 (UTC)[respont]

Respont[kemmañ ar vammenn]

mat e vefe dit adlenn reolennoù pennañ ar wikipedia. politikerezhioù ofisiel (pe "reolennoù") ez eus bet abaoe ar penn-kentañ. n'eo ket un afer bezañ a-enep pe a-du - evel-se emañ an traoù. n'eo ket savpoent ur merour an hini eo, bet diazez ar raktres. ret eo gwelet resis penaos o lakaat e pleustr. n'in ket da gaozeal diwar-benn kemendall diwar-benn ar peoent-se - da bep hini da c'hoût e pelec'h emañ hag ar reolennoù a ren warnañ/i. kavet e vez an daveoù war ar bajenn-mañ. ret eo goût ivez e vez stanket an neb hag a dibab chom hep doujañ da reolennoù boutin mont-en-dro ar wikipedia - amañ pe e lec'h all. n'eo ket galloud ur merour hen ober - e gefridi an hini eo. --Merour (N) 26 Du 2006 da 16:34 (UTC)[respont]

N'ouzon ket ha pal ur merour eo serriñ kont an dud a sav pennadoù evit ar blijadur da c'hoari gant e c'halloud, krediñ a raen e oa e gefridi ivez kaozeal gant an implijerien. Bianchi-Bihan 26 Du 2006 da 16:42 (UTC)[respont]
ya. unan eus kefridioù ur merour an hini eo stankañ tud ha na douj ket da reolennoù mont-en-dro diazez ar wikipedia. N'eo ket galloud ispisial ur merour goullonderiñ pennadoù a-bezh, kemmañ o zitl, sevel adkasoù h.a. - bez' e c'hell an holl implijerion/ezed hen ober. Ar verourion, avat, a zo ar re nemete hag a c'hell stankañ implijerion/ezed ha diverkañ pennadoù da vat.

--Merour (N) 26 Du 2006 da 19:00 (UTC)[respont]

D'am soñj ne dle ket ur merour e-unan stankañ un implijer evit abegoù skridaozañ.

evel-just. a-du penn-da benn.--Neal 27 Du 2006 da 10:36 (UTC)[respont]

Ne c'hell ober ur merour an dra-se nemet diwar abeg ar mallusted ha n'eus mallusted ebet evit un nebeut linennoù pe rummadoù pe ditloù direizh pe droch.

ne felle ket din lâret e vije ret stankañ implijerion/ezed abalamour da se, met kentoc'h lakaat patromoù ispsial war pennadoù zo ha ne glotaent ket gant ar pennaennoù (ha gortoz ivez evel-just). a-du: n'eus mall ebet evit diverakñ pennadoù.--Neal 27 Du 2006 da 10:36 (UTC)[respont]

N'eus nemet ar gumuniezh a zo ganti ar droad stankañ un den evit ar skridaozañ fall ha reiñ aotre d'ar verourien e ziverkañ. Sellit ouzh ar pezh em eus skrivet war ar verourien abaoe ur bloaz.
Ar prosezadur-mañ ne dalvez ket evit reizhadennoù bihan e c'hell pep hini ober gant sevended.

  • Pazenn 1 Gwelet a ra ur merour n'eo ket reizh ar skridaozadenn
  • Pazenn 2 Skrivañ a ra ur ginnig reizhañ (pe un displegadenn war ar pezh a zo da ziverkañ) war pajenn ar gaozeadenn
  • Pazenn 3 Goulenn a ra o ali d'ar verourien all (dre o liammoù "kuzh")
betek-hen n'o deus ket respontet ar re all...--Neal 27 Du 2006 da 10:36 (UTC)[respont]
  • Pazenn 4 M'en deus nac'het an implijer plegañ ouzh an arguzennoù e c'houlenn ez-ofisiel he ali d'ar gumuniezh war ar pajenn gaozeadenn
  • Pazenn 5 Graet eo hervez ali ar gumuniezh (n'eus ket ezhomm kaout ur votadeg bewech : ar c'henasant a c'hell bezañ pe digor pe sioul, met d'ar merour da bouezañ evit kaout un nebeut alioù sklaer). --Ch. Rogel 27 Du 2006 da 01:17 (UTC)[respont]
a-du penn-da-benn. met e gwirionez ne oan ket ken chalet all diwar-benn ar penaos-ober (rak ne rin mann ebet betek ma vo bet sklaeraet an traoù), met kentoc'h goût peseurt degouezhioù, emdalc'hioù hag all a ya ez-resis a-enep d'ar reolennoù.

--Neal 27 Du 2006 da 10:36 (UTC)[respont]

Galloud ar verourion[kemmañ ar vammenn]

  • Ouzhpenn ur merour zo war ar raktres-mañ. Tri 'zo - emberr 4 'michañs.
  • Ouzhpenn ar verourion a c'hell (hag a rank) evezhiañ ma vo doujet ouzh pennaennoù diazez ar wikipedia - kefridi an holl implijerion/ezed an hini eo.

--Merour (N) 26 Du 2006 da 18:56 (UTC)[respont]

Ha gwir eo n'eo ket ar wikipedia ur geriadur, met :

  • Ne vo ket savet ur wikeriadur brezhonek a-raok pell ha n'eus ket tu ober un adkas (eus ur ger e-barzh un destenn d'ar wikeriadur)
  • Evit an abeg-se eo mat silañ un nebeut titouroù war ar yezhadur (liester, deveradurioù, troiennoù hag all). Marteze e vefe mat ober un adkas da lec'hienn geriadur.com savet gant Tangi ar Menn [1] p'eo klokoc'h war ar poentoù-se.
  • Kazi pep ger boutin en deus ur gendestenn sokial a c'hell bezan termenet. Setu perak, ur wech c'hoazh, ne welan ket peseurt mallusted a c'hellfe bezañ gant an diverkañ

Wikeriadur[kemmañ ar vammenn]

Me zo a-du penn-da-benn gant ar pezh 'n eus skrivet Neal: ret eo ober un diforc'h sklaer-tre etre wikipedia (holloueziadur) ha wikeriadur (geriadur). Ha ret e vije kas lod eus ar pennadoù eus wikipedia e-barzh wikeriadur. Met evit ar mare 'n eus nemet 9 bajenn war wikeriadur: piv a zo dedennet evit ober war dro? (pas me ;-)) Benoni 27 Du 2006 da 11:22 (UTC)[respont]

Petra eo ar machin-se? Ha pelec'h emañ ? e-kichen an davarn ha ne gavan ket an hent da vont di? Bianchi-Bihan 27 Du 2006 da 11:54 (UTC)[respont]
Setu al liamm davet ar wikeriadur: [2]. Benoni 27 Du 2006 da 12:06 (UTC)[respont]
A-du evel-just gant an diazez n'eo ket wikipedia ur geriadur. War-bouez an adkasoù ne zlefe bezañ nemet ur pennad evit pep "keal" : da skouer "evn" ha "labous" ne reont nemet ur pennad, ar memes tra evit "Kraozon" ha "Kraon", pe "Kervarker" ha "La Villemarqué". Se ne vir ket e c'haller lakaat meneg pe veneg e korf ar pennad evit sklaeraat ster pep stumm diouzh ezhomm. Rognogno 27 Du 2006 da 12:39 (UTC)[respont]
Evel-just. Hag en ur pennad Labous e c'heller displegañ e vez lavaret evn e lec'h-mañ-lec'h, h.a. Met korf ar pennad a rank bezañ bevoniel ha n'eo ket yezhoniel... Benoni 27 Du 2006 da 12:52 (UTC)[respont]

Pennadoù doubl[kemmañ ar vammenn]

Hag ar pennadig gregach, zo bet lakaet, hep kaozeal ganin, e loch ar poubellenoù? Ha setu perak ez eus, hag e vo, disfiz ennon: tud zo o tibab en anv ar re all, ha hep ar re all. Bianchi-Bihan 27 Du 2006 da 13:34 (UTC)[respont]

Displeget eo bet amañ dija an abegoù evit enteuziñ ar pennad "gregach" gant an hini Gresianeg. Abegoù berr-ha-berr: 1) n'eo ket wikipedia ur geriadur; 2. Abaoe ar penn-kentañ eo bet ar boaz war ar wikipedia-mañ (evel war an holl re all a anaouan) klask enteuziñ pennadoù doubl. N'eo ket ganin-me e oa bet kemeret an diviz-se, aosut ha ma oa bet me an hini, evel merour, e bet lakaet e pleustr. Achu eo an tem-mañ amañ. mar fell dit ouzpennañ evezhiadennoù diwar e benn, erbedet out d'hen ober war ar pajennoù kaozeal stag ouzh ar pennad Gresianeg pe c'hoazh ouzh ar pajenn adkas Gregach. Adlec'hiet e vo eno an holl evezhiadennoù o tennañ d'an tem-mañ.--Merour (N) 28 Du 2006 da 11:23 (UTC)[respont]

ha gwell e vefe dilec'hiañ an holl gaozeadenn-mañ na dennont ket war-eeun d'ar c'hraf "N'eo ket wikipedia ur geriadur" pe o leuskel amañ? ma soñj-me: gwelloc'h o adlec'hiañ davet ar pennadoù nevez-krouet ganin (liammoù a-us) evit aezaat ar gomz.--Merour (N) 28 Du 2006 da 11:12 (UTC)[respont]

Skouerioù all[kemmañ ar vammenn]

Disheñvel eo ar yezhoù er bed. Er wikipedia ivez.

  • Lod a ra gant girl ha woman, "boy" ha "man", , ha kement se zo er wiki saoz-amerikan.
  • Lod all a ra gant muchacho, mozo, hombre, varon, ha me oar, ha kement se zo en hini spagnol.
  • E brezhoneg e vo graet ur pennad evit gerioù disheñvel evel merc'h, plac'h, maouez, paotrez, gwrac'h peogwir eo brezhonek ar wikipedia, ha n'eus ket d'ober evel e saozneg pe e galleg pe e spagnoleg... MET VEL EN UR WIKIPEDIA BREZHONEK. Ha mat pell zo. Bernez Bernioù 29 Du 2006 da 09:33 (UTC)[respont]
gwir eo ar pezh a lârez met n'eus netra da welet gant ar fed ma n'eo ket ar wikipedia ur geriadur. adlec'hiet eo bet da evezhiadenn, kaset diwar ar pennad e-unan davet ar bajenn gaozeal-mañ.

--Merour (N) 29 Du 2006 da 09:46 (UTC) N'ouzon ket petra eo "adlec'hiet", met dilec'hiet eo bet. Un implijer a gomz eus merc'h a bouez nebeutoc'h eget ur merour o komz eus paotred mari robin. netra ken. Bernez Bernioù 29 Du 2006 da 14:14 (UTC)[respont]

da gentañ eo bet dilec'hiet (skarzhet diouzh al lec'h ma oa) ha neuze eo bet adlec'hiet (lec'hiet en-dro met en ul lec'h all). n'eo ket bet ad/dilec'hiet da evezhiadenn peogwir ne blij ket din ar pezh ec'h eus skrivet, met peogwir ne degas ket skouerioù all eus pennadoù ne glotaent ket gant ar bennaenn "N'eo ket Wkipedia ur geriadur". laket e vo "beg-e-dog" ma teu gwelloc'h ganit... arabat klask treuzkas tabutoù diwar-benn un tem a lec'h da lec'h.--Merour (N) 29 Du 2006 da 14:19 (UTC)[respont]

Barn a ran diwar pezh a lennan, bras a-walc'h on evit se. Ne ran nemet tostaat daou zarvoud: ur skouer gant unan, ur skouer gant unan all, ha ne bouezont ket kement ha kement. Ha me ne roan urzh ebet da zen, nag arabat, na netra. Bernez Bernioù 29 Du 2006 da 14:26 (UTC)[respont]

N'eo ket ur geriadur, met pennadoù diwar-benn ar yezh zo aotreet (met pere?)[kemmañ ar vammenn]

An dra-se am eus kavet :

Kentoc'h eget sevel pennadoù en ur parlant bennak ar pezh na zegaso ket gwall dra d'an dud all e c'hallfes skrivañ pennadoù arskiantel diwar-benn brezhonegoù zo pe fedoù yezh zo. Fulup 16 Gen 2007 da 06:58 (UTC)

Daoust ha "fedoù yezh zo" eo an troioù lavar gant gerioù enne? Zatis ze kwechenn. (Un evezhiadenn eo, n'eo ket ur gunujenn nag ur sakredadenn, nag un anv gregach). Bianchi-Bihan 16 Gen 2007 da 07:21 (UTC)[respont]

  • An tamm arroud lakaet war wel gant Bianchi zo tennet eus ur respont graet ganin d'un implijer en doa c'hoant da skrivañ pennadoù en un doare skrivañ leounok nevez. Ya, soñjal a ra din e rank ar wikipedia bezañ skrivet e peurunvan (renket eo bremañ), e vefe mat kaout pennadoù er Wiki diwar-benn hor yezh : da skouer ur pennad a zisplegfe petra eo dibarderioù ar gwenedeg (a-fet gerioù pe ereadurezh), an emdroadur anezhañ, istor e zoareoù-skrivañ, e lennegezh, e skrivagnerien, istor ar rannyezh, an testenioù dre skrid, al lennegezh dre gomz, hag all, da lavaret eo danvez hollouezadurel. Ha ya, kavout a ra din e rank an titouroù yezh all (troidigezhioù, evezhiadennoù doareoù-skrivañ, etimologiezh, gour, liester, troioù-lavar hag all) bezañ lakaet er Wikeriadur zo bet lañset da vat er miz-mañ (ouzhpenn 700 pennad ennañ) hag a zo rummet er 57vet plas dija. Fulup 31 Gen 2007 da 11:34 (UTC)[respont]