Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Muzezed

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Displeget em eus dija ez eus ur fazi pa reer gant Muzezed : pa lenner pizh ouzh Geriadur Vallée e komprener ez eusdiv barrennig-stagañ. Sell ouzh GDFB Vallée, p. 487.Muze -ze-zed evit diskouez ez eus daou liester : Muze (furm a-stroll eus Muzenn) ha Muzed. Re splann eo.

Ret eo ober gant Muzeed, rak muze eo ar wrizienn, hep douetañs ebet. --Ch. Rogel 4 Meu 2007 da 18:12 (UTC)[respont]

ha ne c'hellfe ket bezañ faziet Vallée? Ober a rafen-me kentoc'h ivez gant ar stumm "Muzez" evit a sell ouzh an "dud"-mañ (marteze e ra ar stumm "muzenn" dave d'an awen arzhel?).

--Neal (Kaozeal) 4 Meu 2007 da 18:16 (UTC)[respont]

Me a rafe "Mouseed" anezho. (Tostoc'h ag an distagadur hag ar skrivadur gresianek). "Muzeed" a zo un distagadur gallek, ha gallek hepken, ne vez ket distaget gant un "u" er broioù arall. Undenbennak (kaozeal) 14 Her 2022 da 21:44 (UTC)[respont]
Vallée a c'hall faziañ eveldomp : dek gwech evit ar memes tra ne gredan ket.
Displeget ez eus bet dija da Rogel gant unan bennak en doa lennet fall levr Vallée.
Mat e vije da veur a hini all klask ar ger el levr, hag ivez, evit keñveriañ, ar gerioù Dryade, Océanide, Néréide, Nymphe ha me oar petra c'hoazh.
Ma n'eo ket sklaer c'hoazh e c'hall pep hini digeriñ Yezhadur Kervella ha lenn er bajenn 207 ar skouerioù-mañ:
Kervella a c'hall faziañ ivez. Amañ n'eo ket eñ. Splann.
Kompren a ran-me un dra: Vallée ha Kervella a ra gant enn en unander, hag ezed el liester en un toullad gerioù. Kalz am eus desket gante. Hag e rin c'hoazh. Bianchi-Bihan 4 Meu 2007 da 18:42 (UTC)[respont]

Geriadur RH a lavar deomp: muzenn, muzed. Muze ebet. Bianchi-Bihan 5 Meu 2007 da 18:36 (UTC)[respont]

Sellet em eus ouzh geriadur Vallée : sklaer eo an traoù, evel ma lavar Bianchi-Bihan. Vallée a ro muzenn, muzezed, evel ma ro ivez valkirienn, valkiriezed. Ar ger diwezhañ-mañ a adkaver e yezhadur F. Kervella hag e geriadurioù R. Hemon. Ha meur a c'her all zo heñvel. Diaes eo din eta krediñ e vije ur "fazi" ober gant Muzezed. Reizh-tre eo an dibenn lies ezed (c'hoarezed, da skouer).--Llydawr 5 Meu 2007 da 22:39 (UTC)[respont]

Ma ne blij ket ar ger, pezh a gomprenan a-walc'h rak din-me ne ra ket nemeur (met n'eo ket aze emañ an dalc'h) ec'h erbedin an dud d'ober gant Merc'hed (pe plac'hed) an Awen, hervez troiennoù brezhonek all (Merc'hed an Tonkadur, Plac'h al laezh). Bianchi-Bihan 6 Meu 2007 da 04:27 (UTC)[respont]