Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Menez Ventor

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

An anv Menez Ventor n'eo ket testeniekaet neblec'h , neuze eo koulz en diverkañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Her 2021 da 12:16 (UTC)

Demat deoc'h Bianchi-Bihjan, Ventor zo ur ger okitanek, anv ar menez-se eo. Menez zo ur ger brezhonek implijet a-viskoaz moarvat. Ar boas eo alies e brezhoneg da envel ar c'hernioù gant ar ger-se heuliet gant anv ar menez, da skouer Menez Gwenn, Menez Rushmore, Menez Everest, Menez Fuji, Menez Kenya hag all hag all. Arabat pismigat neuze... --Arko (kaozeal) 3 Her 2021 da 12:45 (UTC)[respont]
Setu amañ ur bajenn gaozeal, graet evit kaozeal. Ar gerioù "Arabat pismigat" n'emañ ket o lec'h en ur gaozeadenn.
Ar ger "menez " zo un anv ordinal dirak an holl anvioù menezioù, n'eo ket ret e lakaat pa vez aner, evel amañ, evel ma ne lakaer ket "stêr Seine", met stêr Seine. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Her 2021 da 13:01 (UTC)[respont]
Eee ok, mat eo din... met amañ n'eo nemet un adkas am eus krouet. Ne welan ket petra a zirenk ac'hanoc'h neuze, ha perak e lañsit ur brezel.--Arko (kaozeal) 3 Her 2021 da 14:02 (UTC)[respont]
Ne welan ket perak e komzez eus brezel pa ne reomp nemet kaozeal. Mat eo derc'hel da ster ar gerioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Her 2021 da 18:18 (UTC)[respont]