Kaozeal:Marsel Klerg
Neuz
Laro pep hini e damm db an afer, sede ma soñj:
- ne welan ket er wikipedia galleg na saoznek e vije embannet roll ar pennadoù savet gant ur skrivagner: levrioù hepken;
- n'haller ket embann roll an holl bennadoù el Liamm, Brud Nevez pe Bremañ, rak ne vije fin ebet,
- ret termeniñ petra eo ur pennad:
- adalek pet linenn, pet ger, pet lizherenn?
- pennadoù eo al lizhiri?
- kemeromp skouer Stafell Cynddylan, barzhoneg embannet el Liamm, evel ur mil barzhoneg bennak all, hag el levr Canu Llywarch Hen embannet gant Hor Yezh. Ret eo menegiñ div wech ar varzhoneg? Ret eo ober kemend-all evit pep skrid embannet div wech? Soñjomp ervat.
Bianchi-Bihan 27 Gen 2010 da 13:58 (UTC)
- Marteze e c'haller lakaat ar re bennañ hepken. A-hend-all e c'haller lakaat liammoù diavaez evel-henn [1] (amañ e kas da roll pennadoù Al Liamm).--Trec'hlid mitonet 27 Gen 2010 da 17:50 (UTC)
- Mennozh lakaat ar pennadoù pennañ a gavan dedennus (ma 'z eus diouto). Ken dedennus all e vefe menegiñ en deus skrivet e kazetenn-mañ kazetenn ha neuze lakaat ul liamm davet roll e bennadoù. --Y-M D 27 Gen 2010 da 18:11 (UTC)
- Lakaat ar re bennañ, mat. Penaos avat e vo termenet petra eo "ar re bennañ"? Dre un dibab personel? Lakaat liammoù diavaez, mat din. Neuze e vo lamet kuit listenn ar pennadoù? Ret e vije skrivañ ul linenn bennak koulskoude da lavarout petra eo danvez ar pennadoù dre vras (relijion? rock? sport?). Bianchi-Bihan 28 Gen 2010 da 04:55 (UTC)
- Mennozh lakaat ar pennadoù pennañ a gavan dedennus (ma 'z eus diouto). Ken dedennus all e vefe menegiñ en deus skrivet e kazetenn-mañ kazetenn ha neuze lakaat ul liamm davet roll e bennadoù. --Y-M D 27 Gen 2010 da 18:11 (UTC)