Kaozeal:Marmouz

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Dilamet em eus an dra-mañ eus ar bajenn "marmouz" ha graet un adkas war-du Marmouz (loen):

«Ur marmouz a zo daou dra un tamm disheñvel e brezhoneg:
* ur bugel (marmouzed el liester): marmouz bihan zo un doare karantezus da gomz ouzh ur bugel
** ur bugel pe ur c'hrennard fall a-wechoù zoken: komzet e vez neuze eus marmouzed fall'
* ul loen, Marmouz (loen) (marmouzien el liester)
**ar marmouz-meur zo unan eus ar gouennoù marmouzien en arvar bras.»''

Kement-se 'zo danvez evit ar Wikeriadur muioc'h eget evit ar Wikipedia.

Ouzhpenn-se ez eus peadra da vezañ nec'het gant meur a dra:

  • marmouz n'eo ket daou dra: e pep lec'h betek-gouzout e kaver eo ar marmouz ul loen, hag ar ster all (lakaet amañ da gentañ) n'eo nemet un deveradur diwarnañ "dre skeudenn", evel ma vez graet ivez e brezhoneg evit ur bern loened all evel: c'hwil, pichon, azen, ebeul, maout, legestr, porc'hell...
  • ar c'hemm lakaet el liester etre "marmouzed" (a vije evit "bugale") ha "marmouzien" (a vije evit al "loened") ne vez kavet e levr dave ebet kement ha ma'm eus gallet gwiriañ. Eo... ur c'hemm a zo lakaet gant unan: Geriadur Vallée, met ennañ e kaver "marmouzed" evit al loened ha "marmouzien (au fig.)", da lavaret eo ar c'hontrol mik! Pa weler war ar Wikeriadur [[1]] eo bet lakaet ar memes tra ( "marmouzed" evit "bugale" ha "marmouzien" evit "loened"), hep tamm daveenn ebet, ez eus peadra da vezañ nec'het.
  • e-touez an traoù all: ar "marmouz-meur" (moarvat evit gorilh) lakaet da vezañ ur "ouenn" pa'z eo ur genad. O labourat evit un holloueziadur emaomp, ret eo bezañ skiantel: "gouennoù chas" a zo, met bezañ ur gorilh n'eo ket bezañ eus ur ouenn.
Lakaat a ran ul liamm war-du ar Wikeriadur war ar bajenn Marmouz (loen) evit an neb a vefe dedennet gant an danvez a denn d'ar yezh, ouzhpenn ma kaver dija war ar bajenn wikipedia traoù diwar-benn ar ster "dre skeudenn".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Her 2013 da 12:02 (UTC)[respont]