Kaozeal:Maloù
Neuz
N'eo ket "Sant-Maloù" a vefe ar stumm da vont gantañ, da nebeutañ evit anv ar gumun ? (so roll Ofis ar Brezhoneg + hini Geriadur an Here). Un toullad liammoù a yafe da c'hlas e pennadoù all ma'z afemp gant "Sant-Maloù" er pennad-mañ. --Neert 8 Gen 2006 da 11:46:40 (UTC).
- Sant-Maloù eo anv ar gumun ha sant Maloù, anv ar sant. Ur reolenn reizhskrivañ eo a dalvex evit an holl anvioù sent. --Fulup 8 Gen 2006 da 17:42 (UTC)
Met perak skrivan Sant Malou pa vez graet Malo (evit an dud o tougen an anv-se) ha Sant-Malo gant an holl? Ur fazi eus An Here n'eo ken (pe gwasoc'h c'hoazh : un doare diod da zishenvelaat ar furm brezhoneg diouzh an hini galleg). R. Hemon a skrive Sant-Malo ha Sant Malo da skouer! Gwelloc'h vije gant ar wiki ober henvel... Benoni 4 Ebr 2006 da 21:56 (UTC)
- Ar c'hontrol eo, ur fazi gant Roparz Hemon ha tud Gwalarn. Da-heul eo bet brudet an anv Malo er bloavezhioù diwezhañ. Maloù eo ar stumm brezhonek reizh nemetañ, anavezet mat gant ar Vrezhonegerien a-vihanik gwechall. Ar stumm-se eo en deus roet an anv gallek "malouins" evit tud kêr ha "Malouines" evit an inizi. Malouad ha Malouiz e brezhoneg. Dont a ra an anv eus an henvrezhoneg Mac'h + lou ma ne fazian ket. An hevelep gwrizienn hag er ger goulou (gou + lou). Lou zo kar da "luc'h" (s.o. goulou, kembraeg golau), kar ivez d'ar galianeg "lug" (anv an doue) a gaver en anv Lyon (Lug + dunum). --Fulup 4 Ebr 2006 da 22:22 (UTC)
- Ya, goût a ran hag en un doare etimologel e vije reizh Sant-Maloù (evel ma vije reizh Plougoñv). Met er c'hontroll d'ar galleg, reizhskrivañ ar brezhoneg a zo bet diazezet war ur reolenn : doujañ d'ar pezh a vez lâret gant an dud. Hag a holl vizkoazh em eus bet klevet (ha gwelet skrivet betek nevez 'zo, d.l.e. betek kartenn an Ofis ha geriadur an Here) Sant-Malo ha Plogo, ha n'eo ket Sant-Maloù ha Plougoñv. Kalz tud 'zo anvet Malo e Breizh. 'N em eus morse kejet gant ur Maloù, h.a. Benoni 4 Ebr 2006 da 22:37 (UTC)
- Just a-walc'h: "doujañ d'ar pezh a vez lâret gant an dud". Penaos 'vez lâret "Plogoff" gant tud ar vro? Ma n'emaoc'h ket o chom eno n'ho peus nemet sellet ouzh geriadur Favereau pe an Atlas linguistique hag e weler e vez lâret "plougoñ" pe "plogoñ", ha tud ar vro a zo "plougoñiz". Penaos e vez lâret "Locmalo" gant tud ar vro? N'eo ket *lokmalo, sur. Penaos 'vez lâret "St Malo" gant tud Bro Oueloù? Zan Malou. Goulenn a ran eta ma vo adlakaet ar stumm Sant-Maloù. Ma fell da dud zo lakaat stummoù lec'hel, istorel, pe "boas" d'o bugale, se zo un afer all. Tud zo a zo anvet Goulven, daoust da se eo Goulc'hen anv ar gumun e brezhoneg. Rognogno 5 Ebr 2006 da 08:54 (UTC)