Kaozeal:Mîntchièrs
An anv zo Minquiers en holl yezhoù, ha ne vo ket desket skrivet anezhañ en un doare all er skolioù brezhonek. Ha kemend-all zo gwir evit al lec'hanvioù normanek all. Ma vefe kendalc'het gant ar poell-se e rankfemp skrivañ en hevelep skritur an holl lec'hanvioù zo e Breizh-Uhel. Hepdon. Bianchi-Bihan 9 Her 2008 da 01:40 (UTC)
Ha brezhoneg vez komzet en Inizi angl-ha-norman? Ne gomprenan ket perak e komzez eus Breizh, nag izel nag uhel e vefe... Kavet em boa gwell sevel an holl bennadoù dindan o stumm orin lec'hel, dres evel m'eo bet graet evit lec'hioù Kernev-Veur hag Iwerzhon, da skouer.
- Me n'in ket betek keñveriañ normaneg ha yezhoù Iwerzhon ha Kernev-veur. D'am soñj eo reizh implij anezho dre m'int yezhoù kar, met kompren a rafen e vefe implijet saozneg en o lec'h. Bianchi-Bihan 9 Her 2008 da 08:43 (UTC)
Evel-just ec'h eo e galleg/saozneg eo e vezont anavezet (a vezont) en darn vrasañ eus ar yezhoù (en holl n'eo ket, rak e jerzenezeg e vezont anavezet dindan r stumm implijet amañ). Anavezetoc'h a galz eo Kemper hag Montroulez dindan ar stummoù gallek (ofisiel) Quimper ha Morlaix.
- Ar pennadoù fr:Quimper ha fr:Morlaix zo anezho dija e meur a yezh: amañ e m eus kredet kompren e oa ar wiki brezhonek. Bianchi-Bihan 9 Her 2008 da 08:43 (UTC)
Ma vefe kendalc'het gant ar poell-se e rankfemp skrivañ en hevelep skritur an holl lec'hanvioù zo e Breizh-Izel. Hepdon. Neal (Kaozeal) 9 Her 2008 da 06:16 (UTC)
Marteze out gouest ivez da ginnig anviù gallek/saoznek evit pep roc'h er renkad-mañ ivez, kement hag ober? Rak ne welan ket perak e vefe ret galekaat anv ar renkad hep ober heñvel gant pep roc'h. Neal (Kaozeal) 9 Her 2008 da 06:19 (UTC)
- N'on ket troet a-walc'h gant ar reier c'hoazh evit ober. Met pa vin e vrezhonekain an holl anezho, sur ha n'eo ket martezz! Bianchi-Bihan 9 Her 2008 da 08:43 (UTC)
Renket ar gudenn n'eus forzh penaos - meneget an anv gallek (brudetañ evit lod, sañset) e korf an destenn ha savet un adkas. Kudenn ebet evit kavout ar pennad neuze. Neal (Kaozeal) 9 Her 2008 da 06:55 (UTC)
- Furoc'h eo. Bianchi-Bihan 9 Her 2008 da 08:43 (UTC)