Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Luorzhiñ

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

"En yezhoù all e vez implijed ar ger horticulture" ??? - alamaneg Gartenbau hag izelvroeg Tuinbouw ... e japaneg ne lâran ket! Neal 20 Her 2005 da 06:31 (UTC)[respont]

"En yezhoù all" n'eo ked "Er yezhoù all" na "Ba'r yezhoù all". "E yezhoù all 'zo" mar peus c'hoant.
Mod pe vod... Ba toud ar yezhoù o-deus heulied un hent hañval deus heni ar brezhoneg tradicionel (ne brêgon ked deus ar yezh trafiked gant Vallée and co, evel just). Italian "orticoltura", spagnoleg "horticultura", português "horticultura", ha katalaneg, occitan, gallo ?... (nemed da ma sonj paotred ar gallo o-deus kaved ur ger droch ewid gober "comme si" e oant dishañvel deus ar galleg, e-gis "motier" ewid lâred "dictionaire") Pennig-Maout 20 Her 2005 da 17:40 (UTC)[respont]

'rez ket a vilou, ur fazi bizskrivañ ne oa ken (pe un tipo m'ac'h eo gwell dit). ur sapre diforc'h zo etre 'les autres langues' (da lâret eo 'an holl': ar yezhoù all pe er yezhoù all) ha des autres langues (yezhoù all pe yezhoù all 'zo), n'eo ket 'vel 'meus c'hoant m, met just penaos emañ an traoù... hopala, la découverte du siècle, heñvel eo geriaoueg ar yezhoù romanek! biskoazk kemendall!! ha penaos eo bet lakaet e pleustr an hent tradicionel (ne reer ket ken gant tradiçionel war a welan..) gant yezhoù ar bed pe re Europa? ha ken gouiziek out war ar politikerezh-yezh? n'eus forzh penaos, ne vern penaos eo bet agnt ar yezhoù tradicionel hag ar re n'int ket (da skwer ar spagnoleg, kaset-digaset evel m'emañ gant un akadamiezh, neketa?), ne c'heller ket mont da lâret emañ an traoù evel-mañ pe evel-hen e brezhoneg pe e tlefent bezañ abalaour ma ra evel-se yezhoù all ar bed p'emañ faos penn-da-benn. ar yezhoù a c'hell ober diouzh o c'hoant (pe hini an dud a ra gante): an isalandeg, da swker, n'en deus ket komeret ar memes hent e-keñver an doare da sevel gerioù nevez hag an daneg... Neal 20 Her 2005 da 18:09 (UTC)[respont]

Er yezh "trafiket" e vez graet un diforch etre liorzherezh, jardinage ha liorzhouriezh, horticulture. Hopala, daou gêr evit daou dra ! Re zo re, emichañs ;-) Ch. Rogel 20 Her 2005 da 22:30 (UTC)[respont]