Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Lotofaged

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Lotofaged  ?

[kemmañ ar vammenn]

Er geriadurioù (fr)(br) : géophage "debrer douar", oophage "debrer vioù", xylophage "debrer koad"... Lotophages "debrerien lotuz" neuze ; an dibenn "-ezat" a gaver e geriadur M. Ménard en anvioù-gwan "douarezat", "foueezat" (mycophage), "koadezat", "viezat", an dibenn "-ezad" o vout en anvioù-kadarn ("foueezad-ed"), alese °"lotuzezaded" ; da zibab zo eta, e-lec'h goveliañ ur ger kamm *lotofag-ed. Nemet e c'hellfer pourchas ur vammenn solius, evel-just. Alan J. Roxx (kaozeal) 23 Gen 2022 da 14:10 (UTC)[respont]

Lotofaged n'eo ket ur ger kammoc'h eget https://br.wikipedia.org/wiki/Koprofiliezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Gen 2022 da 15:16 (UTC)[respont]
Kaoc'hvlisadezh zo ivez (Ménard 2012 p. 313) ; reizh e-keñver stumm ar brezhoneg eo "koprofiliezh" da nebeutañ, pa'z eo euzhus "lotofaged". Hag ul "lotofag" eo an unander ? A hent all, ur ger "kamm" en ur pennad ne dalvez ket da zigarez evit ober kammoc'h en ur pennad all ! 92.139.41.163 23 Gen 2022 da 18:18 (UTC)[respont]
Geriadur ar Vezekniezh, Rann 3, 2009, p. 430 :
  • coprophagie : kaoc'hezadezh
  • coprophilie : kaoc'hvlisadezh
176.173.110.74 24 Gen 2022 da 11:20 (UTC)[respont]

Ne welan ket al liamm etre lotos Homeros ha kaoc'h Abanna. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2022 da 17:55 (UTC)[respont]

Heuilh 'ta al liamm az peus kac'het amañ a-us, e-lec'h kunujenniñ ur gouizieg war-lerc'h e obidoù. 2A01:CB08:890E:C600:7E:9ACC:C939:74B8 24 Gen 2022 da 18:11 (UTC)[respont]
Ar c'haoc'h eo an hini a zo er gerioù difluket diganit. N'em eus ket kunujennet Homeros, nag a-raok na war-lerc'h e obidoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Gen 2022 da 18:24 (UTC)[respont]
Abanna 'peus kunujennet, evel a ouzez ervat. Ha da respont da c'houlenn 92.139.41.163 a-us ? Diflukañ 'ri 'ne'i ue un deiz bennak ? 2A01:CB08:890E:C600:7E:9ACC:C939:74B8 24 Gen 2022 da 18:31 (UTC)[respont]