Kaozeal:Listenn ar romantoù skrivet e brezhoneg
Listenn ar romantoù brezhonek zo dija. Kendeuziñ zo ret. Shelley Konk 26 Ebr 2007 da 13:05 (UTC)
diverket meus teir oberenn en abeg ma oant dastumadegoù danevelloù, neket romantoù (levr supermadeg e 2010, henri dorsel e 2009, frank bodenes e 2010)
- Demat, N'on ket peursur e vefe reizh renkañ ar gontadenn Toull al Lakez amañ...--Prieladkozh (kaozeal) 3 Kzu 2015 da 07:53 (UTC)
- Meur a skrid berr zo e brezhoneg hag a zo lakaet da romant pa n'int ket. An abeg amañ eo ez eo bet adembannet e stumm ul levr. Me 'lar : arabat tennañ ma n'eo ket lakaet en ul listennad all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Kzu 2015 da 09:36 (UTC)
- N'eus ket mall, gwir eo. E petore rummad 'ta e vo renket ar pennad Toull al Lakez : Romantoù brezhonek pe Gontadennoù ?--Prieladkozh (kaozeal) 3 Kzu 2015 da 09:49 (UTC)
- Meur a skrid berr zo e brezhoneg hag a zo lakaet da romant pa n'int ket. An abeg amañ eo ez eo bet adembannet e stumm ul levr. Me 'lar : arabat tennañ ma n'eo ket lakaet en ul listennad all. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Kzu 2015 da 09:36 (UTC)
Unan a zaou : pe eo troet ar skrid gallek diwar an hini brezhonek, pe eo ar skrid gallek a oa da gentañ. Mat e vefe degas an holl vloavezhioù embann evit kaout un tamm soñj. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Kzu 2015 da 12:07 (UTC)
- Sklaer eo, koulskoude : e brezhoneg eo bet skrivet da gentañ, troet e galleg gant an aozer, embannet e galleg e 1946 hag e brezhoneg e 1949. Roet em eus an adembannadurioù pennañ, e 1965 ha 2000. Gant Diffusion Breizh e oa bet adembannet ar gentel c'hallek e 2001 ivez. En embannadur Denoël emañ ar meneg Roman traduit du breton par l'auteur, ha kement-mañ :
AVERTISSEMENT DE L'ÉDITEUR – En dehors de son charme propre qui sera sensible, nous l'espérons, à tous les amateurs du genre, le roman que nous publions aujourd'hui nous paraît avoir deux titres au moins à notre attention.
D'abord, il s'agit d'un roman d'anticipation écrit dans une des plus vieilles langues de culture du monde occidental : L'ÎLE-SOUS-CLOCHE est la traduction par l'auteur lui-même de « ENEZ AR ROD » qu'il avait écrit d'abord en breton.
Ensuite, il s'agit d'un roman qui a plus de vingt ans (une première édition de la version française a paru à Nantes en 1946) et qui reste un roman d'anticipation parce que les problèmes qu'il pose plaisamment sur l'avenir de la science et l'avenir de l'homme sont des problèmes qui sont toujours posés devant nous. Comme toute grande utopie, L'ÎLE-SOUS-CLOCHE est aussi une anticipation permanente.
- Embannet e galleg kent e brezhoneg neuze ; moarvat e oa bet diaes da Langleiz kavout un embanner evit e skrid brezhonek, en deus troet evit mont war marc'had ar galleg ha dre-se digeriñ dor an hini brezhonek. Mantrus eo, souezhus n'eo ket. — 90.32.160.142 3 Kzu 2015 da 13:01 (UTC)
Lenn kentañ pajenn an adembannadur graet gant Mouladurioù Hor Yezh e 2000 ez eo ret ober :
"Rak embannerezh brezhonek Enez ar Rod en deus
anavezet kalz a drubuilhoù : an embannadur kentañ, gant
«Skrid ha Skeudenn», a zo bet distrujet gant bombezadegoù
1944 ; ret e vo gortoz 7 vloaz kent na vo adembannet Enez ar
Rod gant «Ar Balb». [...]."--Prieladkozh (kaozeal) 3 Kzu 2015 da 16:20 (UTC)
- Trugarez deoc'h evit an ditour-se ; embannadur 1949 ha hini 1965 zo ganin, setu em boa c'hwitet war an dra. — 90.32.160.142 3 Kzu 2015 da 16:43 (UTC)
- Ken dedennus all ar bomm da-heul :
[...]. Ma n'eo ket bet graet abretoc'h — pa
soñjer pegen stag e oa kalon Langleiz ouzh ar skridoù bre-
zhonek — n'eo nemet en abeg d'an diaes ma oa, goude ar bre-
zel, lakaat moulañ ul levr, ha dreist-holl e brezhoneg. Krouet
e oa bet «Ar Balb» gant Langleiz ha Frañsez Kervella-Kongar
evit skignañ al levrioù e brezhoneg. [...].--Prieladkozh (kaozeal) 3 Kzu 2015 da 16:59 (UTC)
- Ken dedennus all ar bomm da-heul :
An holl geleier-se a vo adkavet er pennad Enez ar Rod hep mar eta. Ur c'heloù mat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Kzu 2015 da 19:29 (UTC)
- Bez' emaint dija ma ne fazian ket...--Prieladkozh (kaozeal) 5 Kzu 2015 da 10:54 (UTC)
Adembannadurioù
[kemmañ ar vammenn]D'am meno e vefe ret tennañ an adembannadurioù. Kinnigoù all? Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Gou 2019 da 11:41 (UTC)
- Ha perak 'ta, tennañ an adembannadurioù ?--90.32.165.21 15 Gou 2019 da 13:48 (UTC)
Kemeromp ur skouer: Emgann Kergidu (romant). Embannet eo bet e 1877, ha meneget er bloaz-se. Meneget e vo an adembannadurioù e-kichen an embannadur, met ne vint ket kinniget evel embannadurioù, pa n'int ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Gou 2019 da 15:01 (UTC).