Kaozeal:Leontopithecus chrysomelas
Neuz
Ha gallout a rafe boulc'her ar pennad displegañ perak ha penaos en devoa graet e soñj krouiñ "Tamarin-leon blev dev" (gant ur c'hemmadur dre vlotaat gwall iskis) diwar an anv saoznek "Golden-headed lion tamarin", mar plij ?--Prieladkozh (kaozeal) 11 Her 2015 da 13:23 (UTC)
- Ne voe krouet diwar yezh all ebet. --Couiros22 (kaozeal) 11 Her 2015 da 13:35 (UTC)
- Evel-just... Mat, gallout a refet ouzhpennañ daveoù an oberennoù ma c'haller kavout an anv-se, testeniekaet e brezhoneg, evel ma oa bet goulennet ganeoc'h gant ar merour Y-M D, mar plij ? Kement hag ober, mat e vefe displegañ eus pelec'h e teu ar c'hemmadur dre vlotaat tev>dev war-lerc'h ar ger "blev" ivez ?--Prieladkozh (kaozeal) 11 Her 2015 da 13:56 (UTC)
- 'dev' zo ar ger mat --Couiros22 (kaozeal) 11 Her 2015 da 18:27 (UTC)
- Petra 'dalv ar ger "dev" 'ta ? Ur wech ouzhpenn : gallout a refet ouzhpennañ daveoù an oberennoù (skiantel pe get) ma c'haller kavout an anv-se, testeniekaet e brezhoneg, evel ma oa bet goulennet ganeoc'h gant ar merour Y-M D, mar plij ?--Prieladkozh (kaozeal) 12 Her 2015 da 05:47 (UTC)
- R. Hemon An Here / Al Liamm - dev: brûlure, chaleur ardente *evel ma ziskouez ar skeudenn*. --Couiros22 (kaozeal) 12 Her 2015 da 07:20 (UTC)
- Oc'h ober goap ac'hanon ? Barzhoniezh c'hoazh ? pe re a vutun-drol ? :-)--Prieladkozh (kaozeal) 12 Her 2015 da 08:21 (UTC)
Evit ar wech diwezhañ : gallout a refet ouzhpennañ daveoù an oberennoù (skiantel pe get) ma c'haller kavout an anv-se, testeniekaet e brezhoneg, evel ma oa bet goulennet ganeoc'h gant ar merour Y-M D, mar plij ?--Prieladkozh (kaozeal) 12 Her 2015 da 08:21 (UTC)
- Perak n'eo ket dereat ha barzhonius? N'eo nemet hoc'h ali adarre... --Couiros22 (kaozeal) 12 Her 2015 da 08:55 (UTC)
- N'emaomp ket war dachenn ar varzhoniezh, hini ar skiantoù ne lâran ket. N'eo ket deoc'h (na din ivez) da zivizout pe anv boutin a vo roet d'al loen-mañ-loen hep kemer ali an implijerien all, barrekoc'h evidoc'h (hag evidon) war ar brezhoneg.
- Touellañ al lennerien a rit o reiñ dezhe da grediñ e oa bet krouet ar ger "Tamarin-leon blev dev" en un doare poellek ha skiantel. Mard oc'h ur gwir skiantour e komprenfet kement-se.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Her 2015 da 09:09 (UTC)
- Greüs eo deoc'h avat da zisplegañ perak ne vez na dereat na barzhonius mar plij? --Couiros22 (kaozeal) 12 Her 2015 da 09:23 (UTC)
- Bet displeget fraezh ha splann em gerioù kent. Na glaskit ket gounit amzer, mar plij : daveoù skiantel ho peus da reiñ pe get ?--Prieladkozh (kaozeal) 12 Her 2015 da 09:34 (UTC)
- Daoust ma n'eo ket anv ofisiel, ret eo neoazh da zisplegañ perak n'eo ket a-feson an titl ganeoc'h diwar gerioù ha breutaennoù personel. --Couiros22 (kaozeal) 12 Her 2015 da 09:54 (UTC)
Mat eo bremañ, ne gollin ma amzer ken ganeoc'h. Adroet e vo anv skiantel al loen d'ar pennad ganin-me ha mat pell 'zo !--Prieladkozh (kaozeal) 12 Her 2015 da 10:05 (UTC)