Kaozeal:Laoulan

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Eus pelec'h e teu an daouboent a zo bet lakaet gant Pengleuig a-us d'an "u" e-barzh "Laoülan" ? Kavet e vez Laoulan e lec'h all (Al Liamm, Ya !, Ouest-France, ...). --Yun (kaozeal) 16 Eos 2023 da 06:21 (UTC)[respont]

An holl stummoù a vefe da gavout er pennad. Ha Langouelan ivez. Ma'z eo ret mont da glask er wikipedia gallek petra eo anv ar gumun eo dre ma vank meur a dra er pennad. Skoboldi (kaozeal) 16 Eos 2023 da 08:26 (UTC)[respont]
Lanwelan hervez KerOfis, met Laoülan hervez un disentez gant Kuzul-kêr d'ar 01/03/2023. 2.28.213.195 16 Eos 2023 da 20:30 (UTC)[respont]
Diaes eo lakaat kement-se er pennad? Skoboldi (kaozeal) 16 Eos 2023 da 20:33 (UTC)[respont]
Setu amañ ar pezh am eus lennet :
  • Laoulan hep daouboent hervez KerOfis (stummoù all a-vremañ) ;
  • Laoulan hep daouboent hervez disentez ar C'huzul-kêr danevellet gant Ouest-France ;
  • Laoulan hep daouboent e-barzh L'Ouest-Éclair 8 Here 1936 ;
  • Laoulan hep daouboent e-barzh Ya ! 17 Genver 2023, p. 12c ;
  • Laoulan hep daouboent implijet gant kevredigezhioù lec'hel : Laoulan girls, Bugale Laoulan, Canterien ar Laoulan.
Eus pelec'h 'ta e teu an daouboent ? Ha petra 'dalvez ? --Yun (kaozeal) 17 Eos 2023 da 04:32 (UTC)[respont]
Salud deoc'h
Da gentañ, trugarez evit ho interest evit anv ma farrez,
An daou boent war an u a zo bet implijet gant an abad Le Gohebel e deroù an XXvet kantved evit kannadig ar barrez anvet "Bro Laoülan". Votet oa bet ur mennad gant an ti-kêr ar bloaz mañ (2023) evit lakaat an anv ofisiel e brezhoneg gant daou boent : Laoülan. En em vanket eo kazetenner ar Ouest-France. Ar mennad a zo ganin, setu on barrek evit embann deoc'h kement-se ervat.
Lakaet e oa bet an daou bik evit sinifiañ eo friet distagadur an [ou].
Met, Laoulan, hep daou bik a zo implij stankoc'h gwir eo.
Un diviz a zo da vezañ embannet prestik gant kuzul skiantel Ofis publik ar brezhoneg. Studiet eo anv ar gumun ar sizhun diwezhañ ganto. Embannet e vo sklaer n'eo ket Lanwelan an anv ofisiel met Laoulan (pe Laoülan gant daou bik ? Se ne ouezan ket c'hoazh).
Ur wech embannet sklaer diviz an Ofis e vo klokaet brav hag ouzhpennet daveennoù ganin,
A galon Pengleuig (kaozeal) 2 Du 2023 da 15:09 (UTC)[respont]
Salud dit Pengleuig. Trugarez evit an titouroù az peus degaset. Marteze e oa bet implijet an daouboent gant an abad Le Gohelel dre ma ne oa tamm tildenn ebet gant e skriverez.
Daoust hag-eñ e c'helli enrollañ unan eus da gumun evit ma c'hello an dud klevet an anv brezhonek, evel New York e saozneg er pennad-mañ ? A galon --Yun (kaozeal) 4 Du 2023 da 05:23 (UTC)[respont]
Enroladennoù e-leiz a zo ganin kea. Unan a vo lakaet ganin ya ! Ur mennozh vat eo 'toare. Pengleuig (kaozeal) 20 Du 2023 da 18:21 (UTC)[respont]
Un toullad titour am eus ivez diwar-benn an etimologiezh. Ober a rin ur rannbennad diwezhatoc'h. Pengleuig (kaozeal) 20 Du 2023 da 18:23 (UTC)[respont]