Kaozeal:Lammoù-dour ar bed

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Mat e vo, dre ma vo savet ar pennadoù, lemel ar "falls": Lammoù-dour Victoria, e-lec'h Victoria Falls, d'am meno. Bianchi-Bihan 26 Du 2009 da 15:52 (UTC)[respont]

Pegen brav ar brezhonekaat ! https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Lammo%C3%B9-dour_ar_bed&diff=1527974&oldid=1462193 Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Gwe 2013 da 11:21 (UTC)[respont]

[1] N'eo ket gwir. Disverket ganin "Livingstone Falls" (saozneg din da c'houzout) n'en deus netra d'ober en ur vro m'eo ar galleg ar yezh ofisiel, hag ar c'hikongoeg, al lingala, ar swahileg hag an tshiluba ar yezhoù broadel, ha n'en deus kennebeut netra d'ober war ar wikipedia brezhonek.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Gwe 2013 da 12:00 (UTC)[respont]

Ya, Livingstone zo un anv saoznek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Gwe 2013 da 13:25 (UTC)[respont]
Gwir eo e verzer e skrivez ar pennadoù a savez e saozneg pa vez kaoz eus Saozon pe saoznegerien, hag e spagnoleg pa vez anv eus spagnolegerien, portugaleg evit Portugaliz pe Brazilianed, h.a. Ma! n'eo ket evel-se 'mañ kont. Ar wikipedia brezhonek a zo un holloueziadur e brezhoneg, hag e brezhoneg evit pep tra.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 Gwe 2013 da 15:43 (UTC)[respont]
Livingstone: Maen Bev? pe Kêr Vev? Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Gwe 2013 da 17:01 (UTC)[respont]