Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kristeniezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Re stupid eo treiñ "Orthodoxie" pe "Orthodoxia" gant "Iliz Reizhskredennek". An holl yezhoù er bed a-bezh a implij "Orthodox". E Brezhoneg e vefe gwelloc'h implij "Orthodoks" hag e vefe.

Daoust hag-eñ e troer "Katolik" gant ar ger "hollvedel" ? Ne reer ket... (sinet: 22 Kzu 2010 da 11:45 217.128.172.105)

Anaout a rez-te holl yezhoù ar bed? Bianchi-Bihan 22 Kzu 2010 da 12:06 (UTC)[respont]
Mar seller ouzh al liammoù a gas d'ar wikipediaoù all e weler n'eo ket ken gwir-se, gwelet ar c'hembraeg da skouer. Hag ar skrivadur "ortho-" gant "h" n'eo na brezhoneg na ken ledet-se. Gwelet: ar:أرثوذكسية شرقية ast:Ilesia Ortodoxa az:Pravoslavlıq bat-smg:Stačiatėkībe be:Праваслаўе be-x-old:Праваслаўе bg:Православна църква bs:Pravoslavna crkva ca:Església Ortodoxa ceb:Patriyarkadong Ortodoksong Griyego sa Antioquía crh:Ortodokslıq cs:Pravoslaví cu:Правосла́виѥ cv:Православи cy:Eglwys Uniongred Ddwyreiniol da:Den ortodokse kirke de:Orthodoxe Kirchen el:Ορθόδοξη Εκκλησία eml:Cèsa Urtudòsa en:Orthodox Church eo:Ortodoksismo es:Iglesia ortodoxa et:Õigeusk eu:Eliza Ortodoxoa fa:کلیسای ارتدکس شرقی fi:Ortodoksinen kirkko frp:Égllése ortodoxe de Grèce fy:Eastersk-Ortodokse Tsjerke gl:Igrexa Ortodoxa he:נצרות אורתודוקסית hr:Pravoslavlje hu:Ortodox kereszténység id:Gereja Ortodoks is:Rétttrúnaðarkirkjan it:Chiesa ortodossa ja:正教会 ka:მართლმადიდებლობა ko:동방 정교회 ku:Ortodoks la:Ecclesiae Orthodoxae lad:Iglesia Ortodoksa lt:Stačiatikybė lv:Pareizticība mg:Fiangonana Ortodoksa mhr:Танле тын mk:Православие ml:ഓർത്തഡോക്സ്‌ പൗരസ്ത്യ സഭ mwl:Eigreija Ortodoxa nah:Iglesia Ortodoxa nl:Oosters-orthodoxe Kerk nn:Ortodoks kristendom no:Den ortodokse kirke oc:Ortodoxia pl:Cerkiew prawosławna pnt:Ορθόδοξον Εγκλεσία pt:Igreja Ortodoxa ro:Biserica Ortodoxă ru:Православие scn:Chiesa Ortudossa sh:Pravoslavlje simple:Eastern Orthodox Church sk:Pravoslávna cirkev sl:Pravoslavje sq:Kisha ortodokse sr:Православље sv:Ortodoxa kyrkor ta:கிழக்கு மரபுவழி திருச்சபை th:อีสเติร์นออร์โธด็อกซ์ tpi:Kristen Otodos tr:Ortodoks Kilisesi tt:Ortodoks Xristianlıq uk:Православна церква vi:Chính Thống giáo Đông phương zh:正教會--Trec'hlid mitonet 22 Kzu 2010 da 12:52 (UTC)[respont]
Gwelet a reomp mat e vez an holl yezh staget da bobloù a vez Ortodoksed en o mesk oc'h implij gerioù diazezet war an "ortho" hag an "doxia" eus ar Gregach. Un diforc'h a zo etre bout ortodoks (da lâret eo bout ezel un Iliz krouet e broioù ar Reter) ha bout reizhkredennek hag a zinifia e vez un den o sentiñ pizh ouzh reolenn hengounel ur relijion pe ur strollad (evel, lakomp, un den a Sina hag a zo reizhkredennek e-keñver ar strollad komunour)... FCO

Ar stumm ortodoks a gaver ivez e geriadurioù brezhonek (geriadur An Here, geriadur bihan Roparz Hemon, da skouer). Implijet eo bet e meur a bennad en holloueziadur-mañ (Deiziadur juluan, Bulgaria, David...). --Llydawr 22 Kzu 2010 da 21:03 (UTC)[respont]

Menegomp, diwar dremen, e ra ortodosked Breizh gant ar ger "reizhvriek". Gwelet amañ [1] (hini Loudieg), hag embannadurioù an Tad Turiaw (a oa eskob en iliz-se).--Trec'hlid mitonet 22 Kzu 2010 da 21:30 (UTC)[respont]
Ha neuze ? N'eo ket a-walc'h ober meneg anezhañ. Levrioù an Iliz o deus studiet an disparti etre an Iliz hag ilizoù ar reter er Grennamzer. Int n'implijont ket ar ger "reizhskredennek" a dra sur. An ortodoksed a gav dezhe lar int reizhskrennek. Un diforc'h a zo etre anv an Ilizoù hag an troidigezh anezhañavat. (Lenn ar pezh am eus skrivet a-us).FCO
An doare da ginnig an traoù amañ a c'hell lakaat e soñj an dud e vez an ilizoù-se reishoc'h o c'hredennoù eget re ar re all (an iliz katolik, an ilizoù protestant h.a.). Ober "Ilizoù an Ortodoksiezh" pe "Ortodoksi" a vefe kalz gwelloc'h a gav din.

"Disivoud bras" hag "Adreizhadur"

[kemmañ ar vammenn]

Ho saludiñ a ran. Pa deulan ur sell war ma geriadur e kavan e vez graet "Disivoud" eus ar "Réforme" ha "Sism" eus "Grand schisme d'Orient". Petra 'sinifi "an disivoud bras" hag an "adreizhadur" a gaver war an heuliad a zo a-zehoù tout er pennad ?--Fabriz Coupechoux 28 Ebr 2011 da 14:25 (UTC)[respont]

Skism, em geriadur. Kompren a ran e vije kudennoù evel-se alies. Gallout a rez dibab Skism bras ar Reter, ha Disivoud . Ar pep pouezusañ, a gredan, eo displegañ mat petra eo ster ar gerioù a implijez, ha lavarout gant piv e vezont implijet (gant an Iliz katolik?) pa c'hallfe bezañ diaes ar c'hompren. Kalon vat. Bianchi-Bihan 28 Ebr 2011 da 15:32 (UTC)[respont]

Diagramm an Drinded

[kemmañ ar vammenn]

Douetañs 'm eus, pehini eo ar reishañ : "Doue eo Tad" pe "Doue zo Tad", o c'houzout e rank bezañ lennet ivez "Tad eo Doue" pe "Tad zo Doue". Kemmañ 'rin an diagramm diouzh ho respontoù.--Lekemok (kaozeal) 15 Mae 2020 da 21:29 (UTC)[respont]

Disheñvel eo ar ster hervez stumm ar verb "bezañ" ; gwell e vefe marteze ober gant an arouezioù = ha . — 90.32.39.230 16 Mae 2020 da 09:27 (UTC)[respont]