Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Koskoriad an Heol

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Gerioù implijet

[kemmañ ar vammenn]

Dreist, ur bodad pennadoù diwar-benn ar steredoniezh, koulskoude, evit "sistem heolel" ar geriaduroù a ro un anv implijet abaoe pell : "koskoriad an heol", ar ger "sistem heolel" zo un troidigezh ger ha ger deus ar Galleg hag a zo iskis-tre e Brezhoneg...

Evit anv ar pladennoù e vez roet dezho anv deizioù ar sizhun hag an anvioù latin (troet e Brezhoneg pe get) kentoc’h : Merc’her, Gwener, Douar, Meurzh, Yaou, Sadorn, Ouran, Neizhan ha Ploudon.

Kavet 'm eus ur bajenn gant ur geriaoueg bihan a-zivout ar steredoniezh » [1]

--Breizhadig 28 Kzu 2005 da 19:08 (UTC)[respont]

A-du emaon ganit. Testeniekaet eo an anvioù Merc’her, Gwener… Yaou, Sadorn… abaoe 1732, ha ne welan abeg sirius da cheñch. Ouzhpenn-se eo bet torret al liammoù gant ar cheñchamantoù-se ha n'int ket bet displeget. Adlakaat a ran al liammoù. Iskomandant Marc'heg 28 Kzu 2005 da 19:53 (UTC)[respont]


Cheñchet 'm eus ivez anv ar pennad "sistem heolel" evit "koskoriad an Heol". E-barzh Google e kaver :
- Sistem heolel (1)
- Sistem an Heol (0)
- Koskoriad an Heol (34) ha kavet e pep lec’h

--Breizhadig 28 Kzu 2005 da 22:08 (UTC)[respont]

Kement-se a oa evit esañ treiñ "les caractéristiques des planètes sont données relativement à celles de la Terre". Ma kavit gwell ha brezhonekoc'h, lakit, me ho ped. Iskomandant Marc'heg 24 Eos 2006 da 17:30 (UTC)[respont]

Gerioù implijet 2011

[kemmañ ar vammenn]

Kavet meus un levr divar benn ar Koskoriad an Heol :

  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9.

Gallout a reer kavet geriou e-barzh ar Geriadur bihan brezhoneg galleg, Mouladurioù hor yezh, ISBN 2-86863-081-2 :

  • douar,
  • Gwener, p. 93
  • Hent-Sant-Jakez, p. 98
  • Koskor an Heol, p. 123
  • Merc’her, p. 143
  • Meurzh, p. 145
  • Neizhan, p. 151
  • Ouran, p. 155
  • Sadorn, p. 177
  • Yaou, p. 209

Ha e-barzh Geriadur divyezhek, An Here, Al Liamm, ISBN 2-86843-237-9 :

  • douar, p. 203
  • Gwener (myth), p. 321
  • Hent-Sant-Jakez, Hent-Sant-Jalm, p. 342
  • koskoriad (système planétaire), p. 432
  • Merc’her (myth), p. 509
  • Meurzh (planète), p. 514
  • Sadorn (myth), p. 637
  • yaou (myth), p. 759

E-barzh Dictionnaires bilingues de Francis Favereau / Edition Skol Vreizh

  • DOUAR (div. sens)
  • GWENER (myth)
  • Voie Lactée HENT (var. HEÑCHOÙ pl.) SANT JAKEZ (var. JALM, YANN & syn. bali an neñv etc.)
  • système solaire koskor an heol m.
  • MERC'HER
  • MEURZH
  • NEPTUNE (br) Neptun. (br)
  • SADORN (samedi)
  • YAOU (jeudi)

A galon, VIGNERON 11 Mae 2011 da 13:17 (UTC)[respont]