Kaozeal:Koan Fask

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ar Goan Diwezhañ eo an anv en un toullad oberennoù brezhonek, anv ofisiel e-pad ur 1000 bloaz bennak, hag ofisielaet en un toullad oberennoù arzel. Ma'z eo kemmet ar gelennadurezh diwar-benn an anv e vo mat a)goulenn alioù tud alla-raok kemm b)degas daveennoù resis. D'am soñj e vez ur goan Fask bep bloaz . Bianchi-Bihan 30 Kzu 2010 da 22:25 (UTC)[respont]

Daou bennad heñvel a gaver bremañ : Koan Diwezhañ, krouet e miz Here 2009, ha Koan Fask, krouet e miz Kerzu 2010. "Koan Diwezhañ" pe "Koan Ziwezhañ" a seblant bezañ an anvadur anavezetañ, meneget eo e-barzh ar geriadurioù evel Geriadur Istorel ar Brezhoneg, e kantikoù (Kantik sant Klaoda) pe e lec'hiennoù evel theolarge.fr pe Lann Anna. "Koan Fask" ne'm eus kavet nemet e geriadur Favereau (e-kichen "Koan Diwezhañ"). Anvadurioù all zo ivez, evel ar "Goan Santel" pe ar "Pask Diwezhañ" (Aviel Lukaz pennad 22 pe Aviel Mark, pennad 14), "Koan sakr" (geriadur Vallée). Gwelloc'h e vefe kaout ur pennad hepken, gant an anv anavezetañ, hag adkasoù eus an anvioù all d'an anv anavezetañ. --Llydawr 3 Gen 2011 da 22:07 (UTC)[respont]
Ma ne vije ket ar verourien o kousket e vije bet diverket pell zo. Bianchi-Bihan 4 Gen 2011 da 07:52 (UTC)[respont]
Sell'ta! N'eo ket diverket c'hoazh? Bianchi-Bihan 22 Mez 2011 da 01:48 (UTC)[respont]