Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kevezadeg bed ar Formulenn 1 e 1950

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Perak lakaat "e" dirak ar bloaz ? E meur a bajenn sportel ne'z eus hini ebet (da skouer Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2010 pe C'hoarioù olimpek hañv 2012, mestal e reer gant ar Redadeg, sellet amañ) ? -- Lekemok (kaozeal) 3 Mae 2022 da 20:02 (UTC)[respont]

A-du ganeoc'h penn-da-benn.--2A01:CB08:8BB7:F100:B8E1:FC6C:E18D:5D7E 4 Mae 2022 da 09:08 (UTC)[respont]
Krog 'oa gant Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2012 d'an 29 a viz Du... 2011 hep na vije kavet abeg ebet betek-henn.--2A01:CB08:8BB7:F100:B8E1:FC6C:E18D:5D7E 4 Mae 2022 da 09:13 (UTC)[respont]
Da'm soñj e c'hallfed skivañ an daou. Ur pleg eo ober hep e. Un tamm levezon eus galleg ar gazetennerien zo amañ moarvat pa ne lakaer e ebet. --Kadwalan (kaozeal) 4 Mae 2022 da 09:38 (UTC)[respont]
Moarvat, ya. Koulskoude ne vije ket bet fall goulenn ali saver an holl bennadoù-se kent, d'hor soñj. A galon. 2A01:CB08:8BB7:F100:B8E1:FC6C:E18D:5D7E 4 Mae 2022 da 10:02 (UTC)[respont]
Estreget ar galleg... Kazimant an holl bennadoù e wikioù all a ginnig ar bloavezh hep tra ebet dirak (war-bouez an neerlandeg, ar portugaleg, ar roumaneg...). C'hoant 'moa da c'houzout hag-eñ em boa graet ur fazi (dre m'em boa krouet holl bennadoù kevezadegoù bed ar Formulenn 1 betek-henn), met souezhet e oan o welet ar cheñchamant dre m'em boa gwelet ar patrom yezh-se e brezhoneg e lec'h all, tra ken. Gwelloc'h e vije ganen kaout ur patrom unvan evit an dra-se avat. -- Lekemok (kaozeal) 4 Mae 2022 da 20:22 (UTC)[respont]
Ur soñj deuet ganen ouzhpenn, lavarit din hag-eñ e fazian, met me 'gompren daou dra disheñvel gant "e 1950" ha gant "1950". Gant "e" e komprenan ez eus kaoz eus ar gevezadeg bed an F1 dre vras, nemet ez eus kaoz ur bloaz, un tammig evel ur pennad a vije "Breizh e 1950" ma weloc'h, padal e komprenan ar pennadoù-se evel traoù klok, da lavaret ar gevezadeg bed 1950 evit ar Formulenn 1. Marteze ne c'heller ket ober gant "Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1950" neuze ? Gwelloc'h gant "Kevezadeg bed Formulenn 1 1950" ? C'hoant am bije da lenn ali @Llydawr: war ar poent yezh-mañ. Lekemok (kaozeal) 6 Mae 2022 da 09:49 (UTC)[respont]
Ingal eo din peseurt stumm implij. Kompren a ran ar pezh a lavarez met adal ma n'eus ken ur darvoud eus ar seurt-se pep bloaz, ar fed ma vefe e pe get ne cheñch netra e-keñver ar ster da'm soñj.--Kadwalan (kaozeal) 6 Mae 2022 da 10:52 (UTC)[respont]