Kaozeal:Kerrain

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ha ne ve ket savet diwar anv sant Ke hag e ziskibl, evel Kerien ? Marteze e oufe unan bennak ar respont... 176.167.1.142 18 Mae 2022 da 11:06 (UTC)[respont]

Pe diwar kaer hag an anv saoznek rain? Gant martezeoù e vager un toullad anezho.
Bianchi-Bihanig (kaozeal) 18 Mae 2022 da 15:25 (UTC)[respont]  
Hervez Francis Favereau :
  • KERAËN (NF Kéraën Ki / NL Kerraen KT & NF Kerrain – stank Tu / Ker(r)eneur Go : ken-ren & Wu kanreinour VBF<PT p. 45 : co-conducteur / direction, pilotage / charrue & cheval).
  • KERAN (NF / Kerraen TK & Kerrain – stank Tu).
  • KEREUN (NF T<OF / EEUN pe Reun & Reunan / Ronan – gw. Kerren & Kerraen NL/NF Kerrain Tu & NL Reun : Reun ar Bleiz Ph / Run, NF Reungoat Lu) > EEUN / REUN...
  • KERRAEN (NL hent Kll / NF Kerain & Kerrain / NF Kereneur, Kerneur & kan(d)renour Wu<PT)
  • KERREN (NL hent Kallag / RN & NF Kerrain T / Kerraen : aire de Kerren & Kereun / Kerreneur… - fait de codiriger ex charrue & chevaux d’attelage).
212.195.21.74 18 Mae 2022 da 12:01 (UTC)[respont]

Ken dister an danvez ma vije koulz diverkañ. 18 Mae 2022 da 13:42 (UTC) ‎Bianchi-Bihanig

Ne gomprenan seurt : *https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kerrain&type=revision&diff=1993996&oldid=1993994. N'eus ket aotre da ziskouez an azenerezh el lec'h m'emañ? Bianchi-Bihanig (kaozeal) 18 Mae 2022 da 14:40 (UTC)[respont]

Displeget eo er marilh koulskoude.--Kadwalan (kaozeal) 18 Mae 2022 da 15:11 (UTC)[respont]
Gwel Geriadur Al Liamm. Meur a Aviel zo, n'out ket ar pab nemetañ.
Doujañs ouzh anvioù an dud all, anat, ne vagez ket nemeur. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 18 Mae 2022 da 17:29 (UTC)[respont]
Setu ur respont dereat hervez reolennoù Wikipedia :
brell2-eien g. Den brell.
brell3-ed g. Pesk dour dous [...]
Da flemmadenn n'out ket ar pab nemetañ. ha da c'haou da-heul a rankfe bout kastizet, pa'z eus mererien e brwiki bremañ. — 2A01:CB08:890E:C600:51FC:79FC:71C2:EB94 18 Mae 2022 da 17:53 (UTC)[respont]
Gwir eo n’eo ket brav ar pezh lavaret gant Bianchi-Bihanig. Gwir eo ivez ne oa ket fin dont da glask laou d’un den a oa o paouez bezañ taget. Gwarezet am eus ar bajenn-mañ evit devezh, kit da ober un dra bennak all. Kantadoù a draoù e c’heller ober en ur wiki war-bouez heuliañ ar c’hemmoù diwezhañ. Huñvreüs (kaozeal) 18 Mae 2022 da 18:28 (UTC)[respont]