Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kechuaeg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Kinnig a ran erlec'hiañ gant ar stumm boas kechuaeg ar stumm ketchwaeg ijinet gant saver ar pennad moarvat, diwar distagadur spagnolek ar ger-mañ. Kechuaeg a gaver e geriadur Martial Ménard. --Fulup (kaozeal) 18 Mae 2013 da 18:09 (UTC)[respont]

Etre kinnig kemmañ ha kemmañ n'eus ket bet kalz amzer da gaozeal. perak e vije gwelloc'h ar stumm zo e geriadur ménard? N'eo ket ur Bibl Santel. N'eo ket diazezet war an distagedur gallek? Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2013 da 06:40 (UTC)[respont]
Ma klasker brezhonekaat an anv ne vo ket graet diwar ar skritur spagnolek pe saoznek pe gallek, rak neuze e vo "quetchua" ha mat pell zo, met diwar an distagadur, ha peogwir e vez distaget "ou" pe "w", ma komprenan mat, eo sklaer n'hall ket bezañ ketchuaeg, met ketchouaeg pe ketchwaeg. Penaos e skrive Troal e-barzh Imbourc'h? Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2013 da 08:17 (UTC)[respont]
Anv ar yezh er wikipedia kechwaek: qu:Qhichwa simi; neuze e brezhoneg kechwaeg, pe kichwaeg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2013 da 08:23 (UTC)[respont]
Gwir a-walc'h n'eo ket geriadur Martial ur Bibl, met un torch n'eo ket ivez, ha pa vez anv a zoare-skrivañ e kavan peurliesañ furoc'h heuliañ ar pezh zo testeniekaet en oberennoù dave, evel ar geriadurioù, eget degemer savadenn ziwezhañ hemañ-hen. N'ouzon ket penaos e skrive Troal e-barzh Imbourc'h met estreget e geriadur Martial e lennan kechuaeg e levr Katell Chantereau, Danevelloù eus an Andoù (p. 12, da skouer) ivez. Gwelet a ran e ra TermOfis gant kechuaeg ivez (c'hoazh ur bibl all n'eo ket unan moarvat). Jorj Abherve-Gwegen en e levr A-hed ar Panamericana a ra eñ gant ar stumm kichua (hep -eg) ivez, hep t ha gant un u. Kudenn ar vogalenn gentañ zo diziskoulm p'eo ken berr ken ne gloto ket biken na gant un e na gant un i brezhonek. --Fulup (kaozeal) 19 Mae 2013 da 09:33 (UTC)[respont]

Me gav furoc'h kompren evit barn, ha klask a rafen kompren war betra eo diazezet dibab geriadur Martial, ha spi am eus n'eo ket war levr Chantereau ha n'eo ket anavezet evel yezhourez. Ne vo ket lakaet "t" ebet eta, pa n'emañ ket qu:Qhichwa simi; met lakaet e vo "w", evel e qu:Qhichwa simi, just-a-walc'h: marteze e oar an dud-se eus petra e komzont pa skrivont db o yezh? Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2013 da 10:02 (UTC)[respont]

Ar stumm "ketchwaeg" eo a gaver e-barzh "Ar C'hrist d'an Amerindianed", gant Youenn Troal, ur brezhoneger mat hag a zo bet o vevañ e Perou e-pad pell. M'en dare penaos e vefe distaget ar stumm skrivet "kechuaeg"... /keʃyaɛk/ ? /keʃɥaɛk/ ? Pe neuze evel pa vefe skrivet "ketchwaeg" ? --Llydawr (kaozeal) 18 Gwe 2013 da 16:04 (UTC)[respont]