Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kazakstan

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Brezhoneg drol c'hoazh... Ba, d'an nebeutañ, emaon gouest da gompren un dra bennaket...

Perak mont gant ar stumm Kazac'hstan pa'z eo "Kazakstan" a gaver e geriadur an Here ha war kartenn ar bed bet embannet gant TES ? Marteze e vefe tu lakaat ul liamm etre an daou stumm evit nep a glasko ur pennad dre ar stummoù-se ? --Neert 26 Kzu 2005 da 12:38:55 (UTC)

  • Ya, greomp gant Kazakstan; Kazac'hstan eo ar stumm rusianek ouzhpenn diouzh a gomprenan. Forzh penaos, n'ouzon ket petra a ra ur pennad saoznek amañ. --Fulup 29 Kzu 2005 da 18:09 (UTC)[respont]
  • N'ouzon ket kennebeut...pa'm boa gwelet se em boa kroget da lakaat lodennoù e brezhoneg met labour a chom c'hoazh...--Neert 30 Kzu 2005 da 08:24:53 (UTC)
  • ganin-me e oa bet graet gant kazac'hstan kentoc'h evit gant kazakstan. sklaer eo e teu war-eeun diwar ar ruseg ha n'eo ket diwar ar c'hazac'heg/c'hazakeg. great em boa evel-se evit doujañ d'ar pezh a vez graet en darn vrasañ eus ar yezhoù all a anavezañ hag a reont gant ar sonenn /X/. pezh 'zo, pa reer gant kazakstan evit ober dre an anv orin (ha n'on ket a-enep), ret e vije ober ar memes tra gant ouzbekistan hag a deufe da vezañ euzbekistan neketa? e gwirionez eo ingal din pezh zo bet savet gant TES hag all (meur a gudenn pe fazi hervez ma vez sellet oute zo da gaout war ar gartenn bet embannet gante da skwer..) - d'am soñj eo gwell reizhañ fazioù buan-ha-buan.

Neal 7 Gen 2006 da 20:20 (UTC)[respont]

  • Peseurt fazioù ? Da arguzennoù a gomprenan met eus un tu all e vefe mat bezañ kempoell etre ar rolloù a gaver gant TES, Geriadur an Here...ha Wikipedia. Ne vefe ket marv mil den mont gant "Kazakstan" (a gaver dija e pennadoù all) hag ul liamm boutin a vefe etre an holl vammennoù-mañ, ne gav ket dit ? --Neert 8 Gen 2006 da 11:53:43 (UTC)
hm, pa oan o kaozeal eus fazioù e oan kentoc'h o soñjal en doare ma oa bet brezhonekaet anvioù yezhoù ar bed war ar gartenn bet embannet gant TES (serb-kroateg e lec'h serbeg-kroateg, kazak e lec'h kazakeg, azeri e lec'h azereg h.a.). fazioù int rak ne vez heuliet reolenn reizh hag eeun ebet evit o sevel. m'enfiñ, n'eo ket se ar gudenn amañ. ma digarez :-)) fazioù all a seurt se ez eus da goût ivez war roll ar broioù, d'am soñj d'an nebeutañ, bet embannet gant an here ha ne glotont ket gant ar roll a gaver e roparzh hemon da skwer. da lâret eo eo bet kavet mat gant re dTES pe re an Here riezhañ fazioù bet graet gant roparzh hemon hag a oa bet betek hen ar geriadur muiañ-implijet d'am soñj atav. p'emañ evel-se an traoù, e vefe mat kaout war ar wikipedia ur reolennoù evit goût penaos ober evit envel ur vro estren (diouzh hec'h anv orin, brezhonekaat penn-da-benn pe get h.a.). evidon-me ar pezh zo ret eo kentoc'h sevel traoù kempoell ken ha ma c'heller kentoc'h evit doujañ d'ar pezh bet graet gant an hare, pe gant n'eus forzh piv all (ha ne lâran ket emañ ar gwir ganin atav evel-just!).

Neal 8 Gen 2006 da 13:11 (UTC)[respont]

ankounac'haet em boe lâret em boa kroget da dreiñ ar pennad met chomet e oa bet war ar stern kazi kerkent... digarezit-me! :-)) Neal 7 Gen 2006 da 20:22 (UTC)[respont]

Ali e vefen derc'hel d'ar stumm Kazakstan ivez. Marteze e c'haller arguziñ war an doare da sevel an anv-se met hemañ zo implijet en oberennoù dave evit doare. --Kadwalan 23 Eos 2007 da 04:22 (UTC)[respont]
Evel ma c'heller kompren o lenn er pennad e-unan e oa bet savet ganin ar stumm "Kazac'hstan" diwar ar stumm rusek, met e gwirionez e reer kentoc'h amañ gant stummoù savet diwar an anvioù orin, hag en degouezh-mañ e klot ar stumm kazakek (brezhonekaet) gant ar stumm implijet gant TES. Kudenn 'zo avat, evidon-me d'an nebeutañ, gant stummoù 'zo bet implijet gant TES h.a. (s.o. Kaozeal:Roll riezoù ar Bed). N'on ket a-enep implijout ar stumm "kazakstan" neuze - rete e vefe ivez kemmañ titl ar pennad a denn d'ar yezh Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 14:41 (UTC).[respont]
Rezon 'peus--Kadwalan 12 Gwe 2007 da 14:49 (UTC)[respont]