Kaozeal:Kan ma bro

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Demat,
Abaoe ma oa bet savet ar pennad-mañ ganin dec'h e oa deuet implijerien all da gemm/ouzhpenn elfennoù 'zo. Ar reolennoù diazez eo hag evel-just ne gavan ket abeg e kement-se. Padal, mat e vefe din kompren traoùigoù 'zo kement ha gwellaat ma brezhoneg :
Evit Trec'hlid mitonet : war a seblant e oan faziet o skrivañ ar beder c'hentañ, bet reizhet ganeoc'h en ar beder gentañ ; dre ma ne vez kavet kalz tra diwar-benn ar seurt kemmadurioù er yezhadurioù em c'herz, gallout a rafec'h lâret din e-barzh pehini e c'hellfen kaout ma gwalc'h ?
Evit Po'low : perak skrivañ ar pevar kentañ da c'houde ??!!--Prieladkozh (kaozeal) 17 Gou 2013 da 07:49 (UTC)[respont]

Pajenn 89, yezhadur kervella: Ne c'hall morse bezañ kemmet pennlizherenn an niveroù teit ha peder. ; koulskoude e larer ma zeir c'hoar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gou 2013 da 08:07 (UTC)[respont]
Perak 'ta ? Peogwir un hanter eus ar geriadurioù em c'herz a laka gourel "barzhoneg" ; ar re all a aotre an daou… Forzh penaos, gant "peder" zoken, ne vije abeg ebet da vont war "ar beder" ; diabeg dre se an tabut "c'hentañ/gentañ"… Po'low (kaozeal) 17 Gou 2013 da 11:38 (UTC)[respont]

Setu m'eo bet displeget an traoù ha, d'am soñj, ne dalve ket ar boan ober gant ur ger ken kreñv ha tabut amañ, ne gav ket deoc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 17 Gou 2013 da 13:11 (UTC)[respont]

Ret eo din nullañ diouzhtu ar pezh emaon o tont da skrivañ : ankouaet 'm eus ar c'hemmadur war-lerc'h "pevar" (pe "peder") ; hervez Kervella (§§ 138 ha 147) dre vlotaat e vez atav ar c'hemmadur e kazioù eus ar seurt. Po'low (kaozeal) 17 Gou 2013 da 12:01 (UTC)[respont]

N'eo ket ken anat-se, siwazh ! 'M eus aon e vefe gwelloc'h deoc'h mont da lenn an EVEZH. diwar-benn ar c'hemmadurioù war-lerc'h PEDER (anv-gwan pegementiñ pe raganv pegementiñ) er bajenn 1007 eus GERIADUR BREZHONEG AN HERE.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Gou 2013 da 13:20 (UTC)[respont]

Deomp dousik dezhi. Lavaret e vez Ar pevar-se, ar peder-se, neketa? Gwellañ tra d'ober eo kemer amzer ha klask sklaeraat an traoù o verniañ skouerioù ha menegoù er wikigeriadur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Gou 2013 da 13:25 (UTC)[respont]
Dousik ez on aet dezhi 'ta. Kemeret em eus amzer a-walc'h da lenn an holl evezhiadennoù ha skouerioù stag ouzh peder/pevar, teir/tri ha nav e GBaH hag emañ ar wirionez gant Trec'hlid mitonet penn-da-benn : degaset e vo ur c'hemmadur dre vlotaat war o lerc'h en trovezhioù 'zo.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Gou 2013 da 15:15 (UTC)[respont]
Ne'm boa ket pledet gant ar c'hemmadur ar peder/ar beder. Ne vez ket graet er yezh lennek, met er yezh komzet e c'haller en em gavout gant seurt kemmadur a-wechoù, setu em boa lezet evel ma oa. Ar pezh am boa cheñchet eo ar c'hemmadur war-lerc'h. Evel m'eo bet kavet gant unan ac'hanoc'h, e vez kemmet dre vlotaat an anv-gwan goude un niver (neuze: peder c'hêr, met peder greñv). Adstummet eo bet ar frazenn abaoe, met 'm eus aon n'eo ket eus ar reishañ ar pezh a zo bremañ: War-lerc'h pevar "c'han" kentañ an dastumad, gwell 'vefe a gav din: war-lerc'h ar pevar c'han kentañ eus an dastumad....--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 Gou 2013 da 19:06 (UTC)[respont]

Demat d'an holl, Siwazh, kement-se ne zispleg ket din peseurt yezhadur a c'hellin kavout ar reolennoù-se ennañ...--Prieladkozh (kaozeal) 18 Gou 2013 da 08:19 (UTC)[respont]

Po'low en deus roet daveennoù evit yezhadur Kervella, a-hend-all e hini Chalm eo displeget ar reolenn er § 3.1.2.3, pajenn 30.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Gou 2013 da 09:49 (UTC)[respont]
Trugarez.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Gou 2013 da 10:01 (UTC)[respont]

Demat d'an holl, Ha goût a rafec'h abalamour da betra ne vez ket meneget e-barzh La grammaire bretonne pour tous gant U. Chalm ar skoilhoù ouzh ar c'hemmadurioù a gaver e YBaB gant F. Kervella, da lâret eo :
Goude an holl raganvioù-pegementiñ-se, ha dezho tennañ da voudoù gourel pe wregel, e vez graet atav ar c'hemmadur dre vlotaat, klok pe ziglok hervez al lizherenn diwezhañ (kemmadurioù goude an anvioù-tud gourel lies) :
pevar wenn ha tri zu,
peder wenn ha teir zu ;
ugent vras ha tregont krenn,
pemp vihan ha daou gozh.
 ?--Prieladkozh (kaozeal) 21 Gou 2013 da 13:26 (UTC)[respont]

Demat, Hag un tamm sklêrijenn a vo roet din, mar plij ganeoc'h ?--Prieladkozh (kaozeal) 30 Gou 2013 da 07:11 (UTC)[respont]
Ne gomprenan ket mat ar goulenn. E-barzh Chalm eo meneget ar skoilhoù-se er §3.1.1.2. p.24.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 30 Gou 2013 da 10:24 (UTC)[respont]

Moarvat dre na oa ket bet savet ar goulenn splann a-walc'h. Gwir eo e vez meneget ar seurt skoilhoù er rann 3.1.1.2. Mutations après le nom ha kavout a ra deoc'h ez eo aes-kenañ kompren e talv ivez evit ar rann 3.1.2.3. L'adjectif mute après les nombres a gaver c'hwec'h pajenn pelloc'h ? Sur a-walc'h n'on ket bet na ne vin ket an hini diwezhañ da vezañ tapet. Marteze e vefe talvoudus kas un evezhiadenn d'an embanner ?--Prieladkozh (kaozeal) 30 Gou 2013 da 10:53 (UTC)[respont]