Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kalvar Tregastell

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Pennad nann-holloueziadurel

[kemmañ ar vammenn]

Gwelloc’h e vefe chom hep implijañ troioù evel nann, ur gwir varc’h-blein a oa, hag hep komz l’al lenner (pa vefet o tont eus Lannuon…). Huñvreüs (kaozeal) 12 Ebr 2022 da 06:37 (UTC)[respont]

N'eo ket ar wech kentañ dimpl lenn pennadoù eus kazetennoù (a-wechoù pennadoù kaoz, gant goulennoù ha respontoù) a zo bet peget evel ma oant er wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Ebr 2022 da 08:22 (UTC)[respont]
Ma deu an destenn war-eeun eus ur gazetenn e rank bezañ diverket, gwelout Wikipedia:Gwirioù aozer (Copyright). Evel-just e c’heller lakaat danvez nevez war-lec’h, n’eo ket difennet skrivañ diwar-benn ar c’halvar-mañ. @Bianchi-Bihan: Sur out eo bet graet kement-se? @Gireg Konan: Aozet ho peus ar pennad-mañ, pe eilet anezhañ eus ur gazetenn? Huñvreüs (kaozeal) 12 Ebr 2022 da 08:30 (UTC)[respont]
Ma'z eo lakaet ar skrid gant an aozer e-unan, ne welan ket pelec'h emañ an dalc'h, nemet gwerzhet en defe e wirioù war ar skrid hag e vefent etre daouarn an embanner. Da neuze n'en deus ket gwir d'implijout e skrid ken. Bianchi-Bihan (kaozeal) 12 Ebr 2022 da 08:34 (UTC)[respont]
Gwir eo, setu perak e tleer gouzout eus pelec’h e teu an danvez. Ur resisadenn: gallout a ra ur merour kuzhat ar stummoù a zo danvez miret e wirioù enno, hep diverkañ ar bajenn. Huñvreüs (kaozeal) 12 Ebr 2022 da 08:39 (UTC)[respont]