Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Islam

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Rannbennad nevez
Eus Wikipedia

N'on ket gwall sur hag-eñ e tlefemp lakaat da gevatal dre un adkas an islam (relijion) diouzh un tu hag an islamouriezh (ideologiezh) diouzh an tu all. d'am soñj e vefe gwell kenderc'hel gant an daou dermen a-benn gallout ober an diforc'h etre islam (> muzulman) hag islamouriezh (<islamour; galleg: islamiste) Neal 16 C'hwe 2006 da 10:17 (UTC)

  • Ar gwir zo ganit. Diverket em eus an adkas. --J. Pokorny 16 C'hwe 2006 da 10:23 (UTC)
    • mat eo :-))--Neal 16 C'hwe 2006 da 10:30 (UTC)

Muzulmaned

[kemmañ ar vammenn]

Muzulmad (anv-kadarn) > Muzulmiz el liester ; muzulmat eo an anv-gwan. Daveenn : geriadur Le Gléau /7 /p. 2371 diwar Ma Beaj Jerusalem, L. Le Clerc, 1908. --Siubhán McGunn (kaozeal) 18 Eos 2012 da 17:57 (UTC)

Moarvat e oa diezhomm ar c'hemm-mañ deuet war-lerc'h an evezhiadenn a-us moarvat: .
Ouzhpenn ma'z eo Muzulmaned al liester a gaver e Geriadur Brezhoneg an Here (p.949b), ez eo ivez ur stumm hag a gaver ingal er skridoù klasel evel Buhez ar Sent (gwelet amañ ur bajenn eus hini Perrot Treger, 1912) ). Implijet ivez gant Visant Seite (meur a skouer e-barzh War roudoù hor misionerien ("med payaned ha muzulmaned en em gav en o êz er skoliou kristen hag ar gerent a beb kredenn a zo laouen o fizioud o bugale er seurezed", "Ar re all a zo dreist-oll muzulmaned pe bayaned, eul lodennig protestanted ivez" "eur skol evid prepari mistri-skol, enni kristenien, med ivez Hindoustaned ha Muzulmaned"...) --Trec'hlid mitonet (kaozeal) 27 Eos 2012 da 12:23 (UTC)