Kaozeal:Impalaeriezh trevadennel Danmark
Neuz
Evel kustum: un databox saoznek. Koulz tennañ neuze. Skoboldi (kaozeal) 16 Kzu 2023 da 13:27 (UTC)
- Evel kustum: n’out ket evit lenn ar pezh skrivet dit. Setu, neuze, goude bezañ meneget ac’hanout en Davarn (hep respont ebet), un eil video, a-ratozh-kaer evidout, a ziskouez penaos brezhonekaat elfennoù en databoxoù. Sell pe na sell ket, gra pe na ra ket, met ma ne rez ket, da nebeutañ, paouez da glemmañ. Huñvreüs (kaozeal) 16 Kzu 2023 da 15:20 (UTC)
- Huñvreüs (kaozeal) 16 Kzu 2023 da 15:20 (UTC)
Pep hini en deus gwir da laret e c'her, hag ar re a labour kement hag ar re all, ha pajennoù zo graet evit se just a-walc'h. Te lar eo "klemm", me lar pezh a welan, a blij pe na blij ket, ha mat pell zo. Labourat a ran er wikipedia, n'in ket ouzhpenn da lakaat ma fri er wikidata, a chomo evel m'emañ pe ne chomo ket, n'eo ket ma afer.Skoboldi (kaozeal) 18 Kzu 2023 da 22:27 (UTC)
- Pep hini en deus gwir da laret e c'her, hag ar re a glask lakaat un tamm urzh kement hag ar re a ra evel a garont hep doujañ d’ar reolennoù diazez hag a ouzhpenn danvez a vefe diverket diouzhtu e kement wiki all. Lavarout a rez pezh a welez, na blij ket dit, daoust m’eo bet displeget dit kant gwech penaos ober, se zo un termenadur mat eus ar ger klemmañ. Wikipedia a ra gant Wikidata, evel-se emañ, netra ken. Deuet out a-benn da skuizhañ ac’hanon: m’az peus ezhomm sikour en amzer da zont, n’eo ket ma afer. Huñvreüs (kaozeal) 19 Kzu 2023 da 20:01 (UTC)