Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Il-ha-Gwilen

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Faos a-grenn eo lavarout ez eus skolioù divyezhek er c'humunioù. Ur skol ha n'eus enni nemet un nebeud klasoù divyezhek (pet klas? ha pegement a zivyezhegezh?) n'eo ket ur skol divyezhek. Divyezhek e vo pa vo brezhoneg koulz ha galleg etre ar renerien, ar vugale, hag o zud, ha pa vo divyezhek an holl glasoù. Gant se n'eus nemet skolioù Diwan a zo skolioù divyezhek. D'am soñj e vije mat ober ar c'hemm etre skol ha klas en un holl oueziadur. Bianchi-Bihan 2 Gen 2009 da 13:40 (UTC)[respont]

Il-ha-Gwinum

[kemmañ ar vammenn]

An implijer Kadwalan en deus "tennet sotonioù" a vefe bet skrivet gant Adriendelucca diwar-benn ar stumm Il-ha-Gwinum, petra bennak ma oa bet daveet ar stumm (Al Liamm #178, 1976). Koulskoude e veze skrivet ar stumm-se dija en niverenn 122, 1967, p. 277. 2A01:CB08:8760:C700:EC9C:A9FB:BA14:13A9 23 Gwe 2024 da 16:58 (UTC)[respont]

Kalonek eo skrivañ hep reiñ anv ebet. Ha penaos difenn e vez lavaret "Il-ha-Gwinum" e brezhoneg? Marteze pa n'ouzer ket brezhoneg, mod all ne welan ket? Peotramant eo evit abuziñ an dud? O, n'on ket evit krediñ evelkent. Ha sur a-walc'h e vez laret "Gwella1l gourc'hemennoù" ivez e brezhoneg peogwir eo skrivet par ar bajenn veneget, disoc'h un OCR leun a vioù-koukoug. Kadwalan (kaozeal) 24 Gwe 2024 da 10:57 (UTC)[respont]