Mont d’an endalc’had

Kaozeal:ISKCON (Hare Krishna)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Salud dit Neal,

Setu amañ un nebeud evezhiadennoù war da bennad hag an dibaboù graet ganit:

  • An div lizherenn "sh" e-barzh anv Krishna a zo evit taolenniñ ur son tost ouzh ar "ch" brezhonek. Doare ober ar saozneg eo. En alamaneg e vez skrivet Krischna diwar reolenn skritur an alamaneg. Setu e vefen a-du vit skrivañ Krichna. Ar pep gwellañ a vefe ober gant treuzskrivadur latin an devanagari: K; R gant ur pik dindan; S gant ur pik dindan; N gant ur pik dindan; A.
  • Hindouriezh, vichnouriezh: Hag un abeg a zo evit ober un dibenn all estroc'h eget an hini a gaver e-barzh geriadur An Here: Hindouegezh, Boudaegezh?

Yun 09:44, 22 July 2005 (UTC)

A-du on gant Yun ken evit implijout Krichna hag anvioù ar relijionoù (hag ar skolioù-preder) evel m"emaint e geriadur An Here 2001 ha DBRH. Ne vo ket hep diforc'hioù e-keñver ar stummoù :

met

Me a rafen gant Aristotelegezh ha gant Kantouriezh, Hegelouriezh,

Merzet em eus ne gaver ket anvioù skolioù-preder'zo e lodenn galleg-brezhoneg DBRH peurvuiañ, met kentoc'h el lodenn brezhoneg-galleg.

Ch. Rogel 12:05, 22 July 2005 (UTC)


gwir eo. met war ober emañ ar pennad c'hoazh ha traoù a van da reizhañ ha da dreiñ. drugarez evit hoc'h evezhiadennoù. Neal 12:08, 22 July 2005 (UTC)

Salud dit adarre, Neal,

Hag eus pelec'h e teu ar ger skarenn? N'em boa ket gwelet anezhañ e nep lec'h betek-henn. E geriadur An Here e kaver ar ger sektenn. Daoust hag e sinifiont ar memes tra? Gwir eo, eo bet lakaet ar meneg dismeg. gant paotr an Here e penn kentañ e bennad. Penaos ober neuze evit doujañ da neptuegezh ar Wikipedia?
--Yun 10:38, 23 July 2005 (UTC)

noûn ket gwall vat feiz! graet 'meus gant ar ger-se abaoe ma oan o chom e breizh hag o labourat gant diwan (pezh ne dalv ket kalz a dra dre ret evit gwir moarvat...). n'eus forzh penaos, n'eo ket bet savet ur rummad c'hoazh pe sektenn pe skarenn e vefe lakaet dezhañ da anv. ingal eo din e giwrionez. gant ar wikipedia e saozneg hag e galleg ivez d'am soñj e vez implijet ar ger 'scet' rak m'emañ anavezet gant an tud met displeget perak eo gwelloc'h ober gant termennoù all un tammig muic'h neptu evel 'new religious movement' a c'hellfe bezañ implijet evit o rummata ivez. trugarez evit an holl evezhiadennoù. Neal 17:51, 23 July 2005 (UTC)


Evit gwir ez eus daou c'her brezhonek e geriagur An Here (eil embannadur) evit ar ger gallek secte: ranngredenn ha sektenn. Setu amañ o zermenadur:

  • ranngredenn [rãn'gre:dεn] -où b. Kredenn relijiel savet diwar un disivoud bnk. Poblañs Kembre emezelet e-barzh rangredennoù dishual.
  • sektenn ['sektεn] -où b. Dismeg. Strollad tud, anezho ur gevredigezh relijiel ha sokial, zo he fal treuzneuziañ ar bed da heul o doare da gompren o relijion, dindan levezon strizh ur pennrener prl.

Tra ma n'eo ket dismegañsus ster kentañ ar ger secte (ranngredenn) eo bet implijet muioc'h-mui ar ger-se er bloavezhioù-mañ gant e eil ster (sektenn). Klevet e vez bremañ evit dismegañsiñ strolladoù ha n'int ket relijiel zoken: strolladoù politikel 'zo, strolladoù gant ur pennrener hollc'halloudus...

Setu ne gav ket din e vefe neptu ober sektenn eus strolladoù tud, pe lakaat anezho e-barzh ur rummad sektenn, ha pa vefe anat deomp ez int sektennoù.

Hag unan bennak a ouife eus pelec'h e teu ar ger skarenn?

Yun 09:40, 24 July 2005 (UTC)

boñ, setu ma soñj: ret eo kendalc'h da implijout ar ger 'sektenn' daoustha m'emañ bezañ dismegañsus (n'eo ket dre ret, implijet e vez aliesik a-walc'h gant strolladoù c'hasid evit o deskrivañ o-unan) en ur displegañ e penn ar rummad petra a dav ar ger-se ha perak e vefe gwelloc'h ober gant termenoù neptu evel 'luskad relijiel nevez'. n'eo ket heñvelster evidon na tamm ebet ar ger 'ranngredenn' rak dave a ra d'ur gredenn bennañ a vije bet rannet an 'isgredenn'-se outi (da lâret eo kentoc'h ur 'cision', n'eo ket 'ta?). evit lod ez eo, d.s. ar re hare krichna ur ranngredenn savet diwar an hindouegezh, met evit lod all (dresit-holl hindouegerion en o zouez) n'eo ket. daoust ha ma'z eus liammoù alies a-walc'h etre ul luskad relijiel nevez ha relijionoù a-gozh (pe kent), n'emañ ket atav an traoù-se dre ret. ar raelaerezh a zo anezhi,d a skwer, ur relijion nevez-svaet penn-da-benn. (digarezit-me evit ar fazioù bizskrivañ - maon o c'hortoz ma vefe fardet evidon a-ratozh-kaer un difazier brezhoneg ne vefe ket aloubet ar c'hatalaneg gantañ!) Neal 09:51, 24 July 2005 (UTC)

A-du emaon ganit evit lavaret ne glot ket ar ger ranngredenn amañ peogwir ne zeu ket atav ar strolladoù tud-se diwar un disrann pe ur skism. Fellout a rae din diskouez ne glot ket atav ar ger brezhonek sektenn gant ar ger saoznek sect pe an hini gallek secte ha dre se e c'hell lod bezañ feuket gantañ.
Fur e seblant da ginnig din: mirout ar ger sektenn ha lakaat un displegadenn da heul.
N'on ket chalet gant ar fazioù bizskrivañ... gant ma c'hellin kompren ar pezh a fell dit lavaret :-)

Yun 10:21, 24 July 2005 (UTC)

di(s)sivoud

[kemmañ ar vammenn]
  • Ba geriadur Favereau e kaver ar gér dissivoud evid lâred ar gér galleg secte. Hervésoñ e vise implijet bar HCatolicon dija.
  • Pé-tram zo bét kenniget rann-gredenn ha rann-disivoud ga Vallée.

Da ma soñj e vefe kenkouls implij' ar gér kosha dis(s)ivoud pé an heni a vo komprenet dustu sekt(enn) Lip-Chopin 15:16, 25 July 2005 (UTC)

Bhakti yoga

[kemmañ ar vammenn]

 Diazezet eo ISKCON war ar bhakti yoga, da lâret eo kanañ meleudi da gKrichna hag e genseurtez Radha.  
Kement ha "yoga an deoliezh" e talv bhakti yoga ; deoliezh ouzh un doue personel eo, a c'hall bout unan anavet evel Allah, Frigg, Krichna, Radha, Yahweh pe Zeus pe unan na vez anavet nemet gant an azeuler(ez) hepken ; kendeuziñ gant an doue-se evit kuitaat rod an abegoù hag an heuliadoù eo pal ar yoga-se, evel hini an 11 yoga arall.

  • A-zivout sektenn : ranngredenn er gazetenn Emsav niverenn 15, p. 76 - implijet pa vez komz eus ul luskad a-ziforc'h e korf ur relijion bennak (ranngredennoù eus ar relijion gristen eo ar brotestantiezh ha Jehovah Witnesses) ; "sektenn" a implijer pa gomzer eus ur bodad tud a heuilh ur gredenn nevez bet skignet e-maez ar relijionoù kozh (ar Scientology pe Moon zo sektennoù neuze) ; ur ranngredenn eus an hindouegezh eo ISKON eta, mar prezeg azeulerezh Krichna ha Radha. 90.32.37.239 16 Gwe 2015 da 19:52 (UTC)[respont]