Kaozeal:Giges (Lidia)
Neuz
- « Brav e vije gallout labourat sioul hep an drabaserien », emezañ, pa gas ur brezel kemmañ abaoe sizhunvezhioù enep Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Diviz 7, a zo bet staliet 10 vloaz zo dre vouezhiadeg hag erbedet gant A. B. U.. --80.12.110.207 17 Her 2017 da 20:02 (UTC)
- Ober a ran gant reolennoù ar brezhoneg, ha krouiñ a ran un toullad pennadoù brezhoneg bep sizhun abaoe bloavezhioù. Te 'ra kemend-all? Perak ne welan ket kalz tra aze neuze : [[1]]... pa' 'po graet e c'hallfomp kaozeal. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Her 2017 da 20:09 (UTC)
Hadañ reuz e raktresoù Wikimedia eo a rez abaoe bloavezhioù, dre dreuzkopiañ pennadoù Wikipedia. --80.12.102.149 17 Her 2017 da 20:33 (UTC)
- Profed masklet, te hag a gomz en anv an Doue Wikimedia hag e raktresoù, pehini a chom kuzhet en neñvoù pell ha pere a zo bet diskuliet dit, lavar dimp ha dibabet out bet gantañ da gomz en e lec'h gant un IP incognito? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Her 2017 da 20:59 (UTC)
Ober a ran gant reolennoù ar brezhoneg... diwar skouer ar galleg, fopadekone.
Evel m'eo bet displeget er Wikipedia-mañ end-eeun, Gouges (Loudia) eo an distagadur henc'hresianek, treuzskrivet Gyges (Lydia).
Ur raktres digor d'an holl eo Wikipedia, forzh piv a c'hall reiñ (h)e soñj, met en un doare demokratel e ya a en-dro: votet ez eus bet a-zivout treuzskrivadur an henc'hresianeg, dav heuliañ an dibab poellek a zo bet graet. Gant da vrezel diot (2 relavar) ne rez nemet klask diskar ar pezh a zo bet savet a-stroll hervez spered ar raktres. --193.252.205.132 17 Her 2017 da 22:16 (UTC)
- Ha ped eurvezh kollet ?--Maenruilh (kaozeal) 18 Her 2017 da 11:51 (UTC)
- Ali : ma savfes pennadoù e-lec'h polisañ labour ar re all ne gollfes na da amzer-te na hini ar re all. Ha deskiñ a rafes e-leizh a draoù. Un dro-spered eo ar polisañ, marteze eo paeet mat? Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Her 2017 da 12:42 (UTC)
Kuzhet istor ar pennad
[kemmañ ar vammenn]- War a seblant 'peus krouet ar pennad -mañ : 17 Her 2017 da 09:55 Giges (Lidia) (ist) [1 882 eizhbit] Maenruilh (kaozeal | degasadennoù) (Sevel pajenn nevez) bet krouet da gentañ gant an anv "Gyges (Lydia)" Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Her 2017 da 12:46 (UTC)