Kaozeal:Geokoach

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ur ger brezhonek evit Geocaching[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h holl,

Plijout a rafe din krouiñ ur pennad nevez diwar benn ar "geocaching", met ne gavañ troidigezh à feson ebet d'ar ger mañ.

Evit displegan berr ha berr evit ma vo tu deoc'h ma sikour ez eo ar "geocaching" un dudi hag a zo e fal kavout teñzoriou kuzhet e lerc'hioù foran. Evit o c'havout e vez roet d'ar c'hoarierien kenurzhiennoù geografek ar c'huzh, dezho da gavout an teñzor da c'houde.

A orin saoz eo ar ger "geocaching" hag a vez implijet kement e galleg evit e saozneg.

Setu n'on ket gwall sur daoust hag e vez ret trein "geocaching" e brezhoneg, dre ma vefe posubl bras e vefe graet gant ar ger "geocaching" ivez gant ar vrezhonegerien.

Met setu, ma glaskan memestra treiñ ar ger e choman bout.

Ar rak-ger "geo" a zo boutin a walc'h e brezhoneg evit obet gantan a sonj din.

Met evit "caching" ez eo luzietoc'h.

Mennozh ur c'huzhadell ha menozh kuzhañ un dra bennak à zo a dreñv ar ger se met geokuzh(adell) a vefe ar ger evit komz eus un tenzor ha n'eo ket eus an dudi.

Geokuzhañ a vefe ar verb evit lakaat un teñzor nevez.

Met penaos lavaret evit komz eus an dudi e unan?

Setu, petra soñj deoc'h?

PS: spi m'eus emaon el lerc'h mat evit komz eus kement mañ? LapinNij

Me larfe kuzh-ha-klask ma c'hoarifen se evel brezhoneger. Gallout a rez lakaat da bennad el liamm ruz-se. Ha ma fell da unan bennak kemmañ an anv e vo aes dezhañ, ne ran forzh ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:35 (UTC)[respont]
Gwall bell eus ar menozh orin e gav din eman da droidigezh. Ma glevfen kement all e sonjfenn kentoc'h barzh c'hoari ar vugale pa vez unan anezho o kontañ en ur serriñ e zaoulagad p'eman ar re all o vont d'en em guzhat... Met trugarez bras evit da ali! :) --LapinNij (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:44 (UTC)[respont]
Ar c'hoari a larez zo anvet koach koukoug e Treger (un anv all zo c'hoazh: "koach-koach", ha re all c'hoazh moarvat). D'am meno n'hall ket ur brezhoneger faziañ etre an daou c'hoari-se. Met pa vez savet ur ger nevez e vez ret leuskel meur a zen da lavarout e soñj, hennezh e oa ma hini. Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 15:50 (UTC)[respont]
Laouen on da gaout alioù an holl o do c'hoant rein ali pe ali. Ma ne vefen ket e vijen chomet hep dont da c'houlenn ali an dud. Met evidon me, ez eus tu da dreuskomprenn da c'hinnig. Moarvat peogwir n'on ket gouiziek a walc'h. ;) --LapinNij (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 16:00 (UTC)[respont]

Gallout a reer soñjal en a bep seurt traoù, pe traoù tost d'ar ger orin evel "geokoach" pe "geokuzhat" (a c'haller implijout evel un anv-verb), pe "geodiskoach" ha "geodiguzhat". A-hend-all e c'hallfes goulenn amañ ivez: Forom termenadurezh.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 16:17 (UTC)[respont]

Plijour a ra din a walc'h da geokoach dre ma chom ar ger tost a walc'h ouzh ar ger orin ha me chom ar rakger geo ennan. Ober a rin gant ar ger se evit ar mare. LapinNij (kaozeal) 5 Kzu 2014 da 22:49 (UTC)[respont]

Setu krouet va pennad kentañ ganin! Aon m'eus e chom fazioù yezhadur daoust din bezan lennet had adlennet ar pennad. Met n'on ket re gwall-laouenn gant ma oberenn! geokoach LapinNij (kaozeal) 6 Kzu 2014 da 00:55 (UTC)[respont]