Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Fouin (evn)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Locustella sp.
An anv «fouin» a zo bet arveret gant an dalvoudegezh-mañ ken gant T. Huon (LBMZ), ken gant Favereau (PLNN. niv.13-14: «fouin lammerez», «fouin gwernioù»). Skrivet «fouyn» e GReg. ha «fouïn» gant J. Gros (TDBP.I, p.70), e vez graet dave dezhañ er geriadurioù pa vez anv eus «glozard». Kavet e vez e VALL. ha gant R. Hemon. Iskisat anv evelkent! Ha kavet e vez(e), evit gwir, er yezh komzet? Bez' ez eus anezhañ en ur pennad diwar zorn Mariann Abgrall (Tintin Anna), kv. FHAB. Mezheven 1933, p.230. Gouez da G. Esnault (DGES.hy) e talvezfe «fauvette grise» er Gerveur. O vezañ ma ra dave da Chasle (1852) ez eus da zisfiziout! S.o. A. Berr, ICTB. 3. p.141, ar c'hudennoù a sav gant labourioù Chasle...
Nemet ha prouet e vefe ez eus kont amañ eus ul lapsus calami a-berzh unan eus hor geriadurourien gozh, re bar da «glozard», ha peogwir ez eus bet graet gant an anv-mañ da zezverkañ Locustella sp., ne welan-me, d'an ampoent, abeg sonn ebet da ginnig ur ger all. An anv “geotaerig”, hag a vije bet azas ivez, a vo studiet e-lec'h all.
Pêrig Herbert, Anvioù laboused Europa - Pennad 12 - Sylviidae, hor YEZH, niverenn 217 - nevezamzer 1999, pajenn 7.--2A01:CB08:8BB7:F100:847A:2ED:B4B4:E4C2 1 Ebr 2022 da 11:33 (UTC)[respont]