Kaozeal:Fetichegezh ar brennid
Da ziwall zo gant ar ger gallek fétichisme !
E 1669 eo deuet ar ger e galleg ; e 1605 e veze lavaret fetisso, diwar ar portugaleg feitiço "kalvezadel", eus al latin facticius "faos". Fétiche eo an anv a veze roet gant an dud wenn (ha kristen) d'an delwennoù azeulet gant ar sevenadurioù anvet "kentidik" (n'o devoa doue ebet peogwir ne oant ket kristen, daoust da zelwennoù JK hag ar sent !).
En e ster orin eo fétichisme « azeulerezh traezoù kalvezadel », e.g. « Le fétichisme, c'est-à-dire l'adoration d'un objet matériel, auquel on attribuait des pouvoirs surnaturels » (Ernest Renan, Vie de Jésus, 1867, Chapitre premier) > hudellouriezh.
En e ster bredelfennel e lavarer fetichegezh (Ménard, da skouer) rak n'eus tamm hudouriezh ebet en doare erotegezh-se. 2.13.204.235 1 C'hwe 2015 da 20:32 (UTC)
- Re wir. Kinnig a ran ma vefe kemmet anv ar pennad. — Lagad Zoltec (kaozeal) 23 Mez 2018 da 17:11 (UTC)
- Hervez TermOfis OPaB :
- ETHNOLOGIE
- fétichisme | hudellouriezh | h.b. (étudié)
- fétichisme des grigris | grigriezh | h.b. (proposé)
- PSYCHOLOGIE
- fétichisme | fetichegezh | h.b. (étudié).--Prieladkozh (kaozeal) 24 Mez 2018 da 08:02 (UTC)
Gast! Zolteg-Saded a ra ar goulennoù ha respontoù e-unan! Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Mez 2018 da 11:55 (UTC)
« Met a-raok ma vije bet graet kalz a c'houlennoù e teuas anat e oa keal eus un dra bennak kalz donoc'h ha koshoc'h eget hudellouriezh ar vorianed. » e-barzh Galv Cthulhu gant Howard Phillips Lovecraft, Troet diwar ar saozneg gant Françoise Lermen.--Prieladkozh (kaozeal) 24 Mez 2018 da 15:17 (UTC)