Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Fabien Lécuyer

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Tennañ ar bajenn-mañ

[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h holl. Fabien Lécuyer amañ. Trugarez d'ar re o deus savet ar bajenn-mañ diàr ma fenn met 'm eus ket c'hoant bout nag àr Wikipedia nag àr forzh peseurt encyclopedie a vehe. Ouzhpenn-se eh eus traoù faos skrivet àr ar bajenn-mañ. Chañs vat deoc'h evit ar Wikipedia e brezhoneg, ur labour a-zoare eo met, mar plij, doujit ouzh ma choaz : Wikipedia a zo evit an dud brudet, 'pezh n'on ket ha gwell a se. Trugarez ! FL. 130.0.103.98 31 Mae 2024 da 18:27 (UTC)[respont]

Demat. Gallout a ra ur bajenn bezañ savet a-zivout un den pa vez brudet a-walc’h, war a seblant ho peus skrivet 4 levr da nebeutañ, hag ouzhpenn-se e tennont da Vreizh. Neuze ne soñj ket din e tlefe ar bajenn bezañ diverket. Koulskoude e rank pep tra faos bezañ dilamet, evel-just. Tennet am eus ur frazenn a c’hallje bezañ kudennus ha ne c’halle ket bezañ gwiriet gant al liamm roet. Traoù all zo? Huñvreüs (kaozeal) 31 Mae 2024 da 18:51 (UTC)[respont]

Salud. Ma, 'm eus ket c'hoant bout torr-penn met, evel 'm eus lavaret deoc'h, e nac'han bout àr wikipedia evel e nac'han forzh peseurt atersadenn a vehe dibaoe bloavezhioù. Gwir eo e oa faos ar frazenn diàr-benn ar prosez 'm eus bet kar kondaonet on bet evit teir frazenn a-enep renerez pedagogel Diwan d'ar mare-se. Ha ne oa ket evit ur "pennad a-enep Diwan". Labouret 'm eus e Diwan a-raok ha goude ar pennad-mañ ha daou eus ma bugale a zo bet skoliataet e Diwan. Met ne vern, n'eo ket se a zirenk ac'hanon. M'ho peus c'hoant da lakaat àr-wel unan bennak a ved ar gallaoueg, savit ur bajenn diàr-benn Nathalie Tréhel-Tas da skouer, ur plac'h a-feson !, met ket àr me, un emsavour evel ar re all. Trugarez. Ha kendalc'hit gant Wikipedia e brezhoneg, ur pezh-mell labour eo ha bammet on o welet tout an troidigezhioù a zo bet graet ganeoc'h dija ! Joe ! FL.

130.0.103.98 1 Mez 2024 da 09:17 (UTC)[respont]