Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Etrerannyezhel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ar gwir gant aozer ar pennad ha da vihanañ ur sell pleustrek ouzh an traoù evel m'emaint: dizale ne vo mui eus ar brezhoneg komzet hag e chomo marteze bugale c'hoant ganto deskiñ. Deskiñ petra ? Aze 'mañ an dalc'h ! Aze emañ an dibab politikel. Evidon-me eo bet politikerezh va ziegezh dilezel ur yezh kement a drabas ganti evit disterachoù -sellout ouzh doareoù ar pennadoù all diwar-benn an doare-skriv'- ken e tivined e vije ebat gant dispartiañ ar mad diouzh an droug. Evidon-me bepred eo yezh Favereau ur c'hammed war-raok, hag e vije disterachoù a vunudoù kinniget hag a c'hell dont er peurunvan hep distabilaat ar yezh hag an deraouidi venniget. Peurgempenn ya. Ar pezh a servijer deomp da voued avat n'eo ket kempenn; an ao Favereau a skriv romantchoù, un tammig re distabil ar doare-skriv enno -ret eo degermer reolenn ar c'hoari- met tostaet kalz eus plijout-d'an-holl memestra. Hor yezh gwir eo ne sav ket he fenn kentañ d'ar bloavezhioù 30 milliget, ne gomzan ket eus 40 pe 41,kant daouc'hant tric'hant pevarc'hant vloaz a-raok e oa deus outi, pa ouzon, ha tenn eo lenn al levr diwezhañ embannet, gant rakskrid galleg akademik, -dalc'hmat e vez akademik ar galleg, iskis-, kemeromp hi en he fezh(ioù), ha deomp war-raok.

  • Ar pennad-mañ n'eo ket neptu ha goulenn a ra bezañ adkempennet. Da skouer n'eo ket neptu ar bomm kazimant tout tud an Emsav (le mouvement breton) a zo deus tu ar peurunvan (evit abegoù politik). En anv petra e vije skriturioù a vije politikel (an hini a vez implijet gant an darn vrasañ !) ha re all na vijent ket ? Piv a ziviz petra zo politikel ha petra n'eo ket ? An hevelep re hag a ziviz piv a zo serr e spered ha piv a zo digor e spered ? --Fulup 29 Kzu 2005 da 18:18 (UTC)[respont]