Kaozeal:Dougen klemm
Neuz
Hervez Geriadur an Here e vez lavaret ober klemm pe sevel klemm ha ne vez ket lavaret *dougen klemm (a seblant bezañ savet diwar skouer ar galleg).--Trec'hlid mitonet 16 Mae 2010 da 20:01 (UTC)
- Posubl eo e vefen faziet. N'eo ket bemdez ec'h implijan ar geriaoueg-se ;-)
- Graet 'm eus diwar ar pezh am eus klevet a holl viskoaz. Ma c'hellfe un nebeut tud all reiñ o ali a-benn bezañ sur eus an titour a roez din. Trugarez dit. --Y-M D (kaozeal) 16 Mae 2010 da 20:08 (UTC)
- Re wir eo e c'haller klevet "dougen klemm" alies bremañ kement e vezer levezonet gant ar galleg, met n'eo ket difennet klask gwellaat hon brezhoneg.--Trec'hlid mitonet 16 Mae 2010 da 20:17 (UTC)
Testenn
[kemmañ ar vammenn]Mat 'vefe menegiñ al lezenn hag a ro an aotre da sevel klemm hag e peseurt bro. N'eus ket tu sevel klemm 'pep lec'h er bed.--Gwendal 17 Mae 2010 da 10:28 (UTC)
- Setu un tamm pennad dister a-walc'h a vo hiroc'h ar gaoz diwarnañ eget pezh zo , hag a vo lakaet biken ennañ, diouzh gwelout danvez ar pennad gallek bepred.
- A-raok sevel ur pennad ken prim e vije mat sellout ouzh ar gerioù klemm, dougen, sevel, er Geriadur bras. Ha marteze kregiñ gant ar ger klemm. Bianchi-Bihan 17 Mae 2010 da 16:16 (UTC)